Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Oidipoüs

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kaozeal:Oidipous)

Perak an Oidipoüs-se ? Daoust ma n'ouzomp ket re vat penaos e veze distaget ar gregach en Henamzer, bez' ez eus un emglev evit sellout ouzh "ou" pe "eu" (e "Prometheus" da skouer) e-giz diftongennoù : abeg ebet da ginnig an diairezenn. War ar poent-se, ar pennad Distagadur erasmek ne lavar netra, met sklaer eo ar pennad saoznek liammet. Setu gwelloc'h d'am soñj lemel kuit an Oidipoüs-se (hag er memes mod adwelet ar pennad Prometheüs)… Po'low (kaozeal) 5 Mez 2014 da 09:11 (UTC)[respont]

Piv a zisplego dimp ster ar ger gwengelouriezh? Brav eo implijout gerioù hep reiñ o ster. Bianchi-Bihan (kaozeal) 28 Meu 2015 da 07:57 (UTC)[respont]
? Ha ret eo reiñ ster ur ger a zo e Geriadur Brezhoneg An Here (2001) ?
Mard eo ret deoc'h tremen dre ar galleg, gwelit geriadur Le Gléau (1990) p. 2374. — 2.13.200.134 28 Meu 2015 da 11:57 (UTC)[respont]

Demat, Ha ne oa ket trawalc'h gant mojennerezh pe mitologiezh ?????!!!!! Kaoz 'zo eus

Mar ne deuez amañ nemet da lavarout "sell er geriadur" eo koulz dit chom mut hag en em skrabañ. Ober a rez gant ur ger ral, ha n'eo ket displeget er wikipedia, teurvez kompren e c'haller ober evezhiadennoù ken dereat ha honnezh dit. Ma n'out ket gouest da gompren se e vo graet gant unan all, netra ken. Bianchi-Bihan (kaozeal) 28 Meu 2015 da 12:23 (UTC)[respont]
 koulz dit chom mut hag en em skrabañ ... Ne vin ket kaset d'ar blotoù ken aes ha tra. Digor d'an holl eo Wikipedia, e brezhoneg evel er yezhoù all.
Evel forzh pe zen boutin e tigoran ur geriadur pa n'anavezan ket ur ger a sav dirak ma daoulagad : ar Geriadur Brezhoneg, ar Robert, ar Webster's, an Diccionario de la lengua española &all, hervez ar yezh emaon o lenn ; un dra bennak am eus desket goude-se, ha se end-eeun eo pal un hollouezhiadur. Hoc'h aliañ a ran da ober heñvel, rak den ne oar holl c'herioù e yezh.
Ne c'hall ket Wikipedia bout un dave evit Wikipedia. N'eo ket ret d'an implijerion ober gant gerioù a zo dija e Wikipedia hepmuiken.
Disteraat ar Wikipedia brezhonek e vefe bet erlerc'hiañ Energiezh nukleel ouzh Gremm derc'hanel, da skouer, kement-se diwar un oukaz a-berzh un implijer pe zaou. An daou zoare zo er yezh, an daou zoare zo er Wikipedia brezhonek, ha mat eo.
Un arguzenn douellus eo gober "ral" eus ur ger a zo el levrioù dave abaoe 25 bloaz da nebeutañ ; c'hoazh ur wezh, digeriñ ar Geriadur Brezhoneg e oa ret gober a-raok "dont amañ" da'm zagañ e gaou.
Ne welan ket Mitologiezh el listennad amañ a-uc'h, marteze peogwir emañ puilh liv ar galleg warnañ. Bezet pe vezet, bepred e ran gant "reizhiad" e-lec'h *sistem, "gwengel" e-lec'h *mitenn, "anadennoù" e-lec'h *fenomennoù... ha goulenn a ran amañ diganeoc'h doujañ d'an dibaboù-se, abalamour da binvidigezh hor yezh ha hini ar Wikipedia brezhonek paneveken. — 2.13.200.134 28 Meu 2015 da 13:52 (UTC)[respont]
Demat deoc'h ivez, Souezhus-mat eo lenn an hevelep arguzennoù bet savet un nebeud mizvezhioù 'zo gant an implijer Sad Edgar diwar-benn ar pennad Gremm derc'hanel... dre zegouezh-kaer hep mar na marteze. :-).--Prieladkozh (kaozeal) 28 Meu 2015 da 14:00 (UTC)[respont]
Hag un arguzenn eo kement-se ? Emaoc'h o klask reiñ da grediñ ez on Sad Edgar, ha faziet oc'h (a hent all, emaoc'h o klask gouzout piv zo piv, ar pezh a zo e-maez reolennoù Wikipedia).
N'eo ket souezh e vefe skiant-vat en arguzennoù meur a zen, gwell a-se ; siwazh, hoc'h evezhiadenn am laka da soñjal e vez didalvez klask arguzenniñ "amañ".
Ar pennad Gremm derc'hanel am boa dibabet abalamour ma'z eus anezhañ ur skouer splann eus ar pezh a c'heller gober er Wikipedia brezhonek hep implijout gerioù gallek, pe c'hoazh hep lakaat ur gwiskad liv gwenn-ha-du war gerioù glas-gwenn-ruz. Petra eo an disoc'h ? Un arguzenn doull. Echu ganin gant ar Wikipedia brezhonek.
Ho saludiñ. — 2.13.200.134 28 Meu 2015 da 14:39 (UTC)[respont]
Domaj eo. Ken 'vefet gwelet 'ta hag a-raok pell amzer sur-mat, rak distreiñ a rit bepred. :-)
N'emaon ket "o klask reiñ da grediñ ez" oc'h "Sad Edgar" ha n'emaon "o klask gouzout piv zo piv" rak ne ran ket forzh evit gwir. Degas a ra ar c'hendegouezhioù-se plijadur vras din, ha netra ken all... :-)--Prieladkozh (kaozeal) 28 Meu 2015 da 14:46 (UTC)[respont]

"Tri zragedi"

[kemmañ ar vammenn]

Kemmañ a ran peogwir an holl c'heriadurioù a anavezan a ro trajedi/trajedienn ha dre se trajedienn gant un niver diouzh ret. Po'low (kaozeal) 28 Meu 2015 da 15:38 (UTC)[respont]

Vel-just, Aogust. Bianchi-Bihan (kaozeal) 28 Meu 2015 da 15:51 (UTC)[respont]

Ma c'hallan lakaat ma zamm gerig er gaoz : gresianeg τραγῳδία tragôidía = τράγος trágos ("bouc'h") + ᾠδή ôidế ("kan"). Penaos e c'hall γ gamma bezañ distaget "j" (/ʒ/) etre 2 vogalenn e brezhoneg, nemet dre ar galleg e vefe ? Reizh eo "tragedi" hervez an etimologiezh ha fonologiezh ar brezhoneg, ha "tragedienn" e vefe e-lec'h "trajedienn" (met n'eus abeg ebet d'an dibenn -enn). "Tragedi" zo e geriadur Martial Ménard, hag ivez "usu. Trajedienn" evel-just, Aogust, met anat eo n'eo ket anavezet al labour 50 000 ger brezhonek-se gant an holl vrezhonegerien. Tañpir, kwaeñ, surtoud pa lenner *peogwir an holl ha *Vel... Farsus ha mantrus war un dro eo dont da vizitañ an añsiklopedienn-mañ, met arabat abuziñ peogwir klañv e kouezer buan. Salulekeke! 2.13.208.30 28 Meu 2015 da 17:49 (UTC)[respont]

Talvezout a ra ar berradur "usu." e geriadur Ménard kement hag "usuel". Da lavaret eo ez eo "trajedienn" ar ger boas evit treiñ ar ger gallek "tragédie". Neuze ez eo mat din ha n'eo ket souezh e vefe kavet ar ger-se en holl c'heriadurioù all... --Llydawr (kaozeal) 28 Meu 2015 da 18:26 (UTC)[respont]

Teir eur dek munut goude mont kuit, setu distro Edgar adarre. Trajedienn zo e geriadur Ménard eta, evel e geriadur Hemon-Huon, pe e plij dit pe ne ra ket. Bianchi-Bihan (kaozeal) 28 Meu 2015 da 18:48 (UTC)[respont]

Kement a drouz a savas en-dro d'an draje-
dienn
Bérénice, kement a fank a voe neuze stle-
pet outañ ma troas en e spered, tri bloaz kent
mervel, kemer skouer diwar Jakez Copeau ha
[...]. Amañ hag Ahont gant Jarl Priel, Al Liamm, 1957, pajenn 195.--Prieladkozh (kaozeal) 5 Ebr 2015 da 07:11 (UTC)[respont]

Sell war ar yezh

[kemmañ ar vammenn]

Mat eo brudañ sell Edgar war ar yezh. Setu ur ger, trajedienn, zo en un toullad geriadurioù, met n'eus nemet ur geriadur mat hervez Edgar, marteze peogwir en deus kemeret perzh ennañ.

  1. Penaos e c'hall γ gamma bezañ distaget "j" (/ʒ/) etre 2 vogalenn e brezhoneg, nemet dre ar galleg e vefe ? Ha neuze, gerioù gallek zo e brezhoneg : boujienn, just, ....
  2. Reizh eo "tragedi" hervez an etimologiezh ha fonologiezh ar brezhoneg, ha "tragedienn" e vefe e-lec'h "trajedienn" ... Setu Edgar o tont da laret d'an holl vrezhonegerien , bet ha da vezañ, petra zo reizh ha petra neket. Kompren a ran neuze e kuzhfe a-drek e IP, rak panevet-se ez afe e vrudig da ludu.
  3. "Tragedi" zo e geriadur Martial Ménard, hag ivez "usu. Trajedienn" evel-just, Aogust, ... Frankiz pep brezhoneger eo ober gant ar gerioù a gar, ha ma vezont kavet er geriadurioù ouzhpenn ne welan ket pelec'h emañ an dalc'h. Pe gwelout a ran mat : daou c'her zo, unan nevez savet (gant Edgar?) hag unan all a zisplij dezhañ.
  4. Farsus ha mantrus war un dro eo dont da vizitañ an añsiklopedienn-mañ, met arabat abuziñ peogwir klañv e kouezer buan. Salulekeke! Dalc'homp soñj e teu amañ d'ober goap ouzh al labourerien.