Kamorzh
Kamorzh | ||
---|---|---|
![]() Porzh-houarn Lambel-Kamorzh. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Camors | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | an Oriant | |
Kanton | Pleuwigner | |
Kod kumun | 56031 | |
Kod post | 56330 | |
Maer Amzer gefridi | Claude Jarno 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | An Alre Kiberen Douar Atlantel | |
Bro velestradurel | Bro an Alre | |
Lec'hienn web | www.camors56.com | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 3 083 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 83 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 104 m bihanañ 27 m — brasañ 137 m | |
Gorread | 37,09 km² | |
kemmañ ![]() |
Kamorzh a zo ur gumun eus Breizh e kanton Pleuwigner e departamant ar Mor-Bihan.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Erwan Vallerie ː Camor, 1204; Kemorz, 1228, 1250; Quemorz, Quemors, 1286; Kemortz, 1288; Camorz, 1387; Kermorz, 1439; Camor, 1516; Camorch, 1553, 1554; Camortz, 1630[2]
Gerdarzh
- Hervez Hervé Abalain ː mourz, e gwenedeg ː gleb, fank; ha car / ker ː kêriadenn[3].
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Palefarzet : ouzh 1, en argant e deir moualc'henn en sabel, e gab en gul karget gant teir pempdiliaouenn en argant, hag a zo Lannuon; ouzh 2, en sabel e seizh mailhenn en argant, 3, 3, 1, ha a zo Aradon; ouzh 3, en gul e nav bezantenn en aour, 3, 3, 3, hag a zo Malastred; ouzh 4, en aour e deir treustell kommek en glazur, e gab en gul, hag a zo Langueouez; e greiz holl, goudreustellet etre argant ha glazur a zek pezh, teir gebrenn en gul (ar c'hentañ krennet), balirant, hag a zo la Rochefoucault.
Aozerien ː Ao. de Roche hag It. Méeus[4]
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Melestradurezh: krouet e voe ar gumun e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet e kanton Pleuwigner; e Bann an Alre e oa; miret ha brasaet e voe kanton Pleuwigner e 1801 gant al lezenn eus an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix; lakaet e voe Kamorzh en Arondisamant an Oriant bet krouet e 1800[5],[6].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 142 waz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 5,06 % eus he foblañs e 1911[7].
- Fuzuilhet e voe ur milour breizhat bet o vevañ er gumun gant al lu gall d'an 13 a viz Mae 1915[8].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Iliz Sant Sane
- Chapel Sant Goal
- Monumant ar re varv.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- François Marie Bihouise (10 a viz Gouere 1878 e Kamorzh-13 a viz Mae 1915), bet fuzuilhet evit drouklazhadenn gant al Lu gall e-pad ar Brezel-bed kentañ[9], met hervez Loeiz Herrieu[10], en deus ar boled rifet skoaz an ofisour hepken, hemañ a veze alies doc'h atahiniñ ar soudard-se (...) hag é kennig koll dezhoñ. Da zek eur noz ema barnet Bihouez d'ar marv ha d'un eur da vintin ema diskaret, daouzek tenn ennañ.
- Jean-Marie Goasmat, marc'houarnour breizhat, bet ganet d'an 28 a viz Meurzh 1913 e Kamorzh.
- Jean Markale, skrivagner breizhat, a oa o chom e Kamorzh, abaoe ar bloavezhioù 80 betek fin e vuhez e 2008.
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
d'Arradon;
aotrounez ar barrez |
En sabel e seizh mailhenn en argant, 3, 3, 1 |
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Crucisor (Roumania)
- Brynmawr (Bro-Gembre)
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- La commune de Camors du milieu du XIXe siècle à la fin du XXe siècle, Jean Evano ha Martine Lambert, levrenn 1, 2013 ; levrenn 2, 2017
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
- ↑ Hervé Abalain : Les noms de lieux bretons. Les Universels Gisserot. 2000
- ↑ Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes du Morbihan. 1999
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 60 ha 284
- ↑ Cassini - EHESS - Kamorzh - Fichenn ar gumun
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ Loeiz Herrieu, Kammdro an Ankoù , Brest, Al Liamm, 1994, pajennoù 63 ha 64
- ↑ Ouest-France, d'al Lun 4 a viz Du 2013, pajennoù "An Oriant"
- ↑ Kammdro an Ankoù , Brest: Al Liamm, 1994, pajennoù 63 ha 64