Kab Erge

Eus Wikipedia
Kab Erge, er gwalarn d'ar porzh

Kab Erge zo ur c'hab war aod Breizh, er reter da Vae Sant-Brieg. E goueled un ouf bihan er su dezhañ eo diazezet porzh Erge-ar-Mor.

Ul lec'hienn naturel gaer eo kab Erge ha gwarezet eo gant Kuzul-departamant Aodoù-an-Arvor, en doa prenet 170 hektar a zouaroù eno e 1977. Gant servijoù an departamant e vez kempennet ar gwenodennoù a-hed an aod. Brudet eo tornaodoù krag uhel ar c'hab. Gwechall e veze eztennet krag eus mengleuzioù er su d'ar c'hab, tost d'ar porzh bremañ.

Er beg-douar pellañ ez eus bet kavet aspadennoù ur c'hamp eus Oadvezh an Houarn, gwarezet gant daou gleuz[1].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Pierre-Roland Giot (et al.), « Les retranchements du Cap d'Erquy : fouilles de 1967 au fossé Catuélan », in Annales de Bretagne (Rennes), 1968, p. 67-84