Junichi Sasai
Neuz
Junichi Sasai
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Japan |
| Lealded | Impalaeriezh Japan |
| Anv e yezh-vamm an den | 笹井醇一 |
| Anv-bihan | Jun'ichi |
| Anv-familh | 笹井 |
| Anv e kana | ささい じゅんいち |
| Deiziad ganedigezh | 13 C'hwevrer 1918 |
| Lec'h ganedigezh | Tōkyō |
| Deiziad ar marv | 28 Eost 1942 |
| Lec'h ar marv | Henderson Field |
| Doare mervel | marvet en emgann |
| Lec'h douaridigezh | Tama Cemetery |
| Micher | nijer karr-nij, milour |
| Bet war ar studi e | Hibiya High School |
| Deroù ar prantad labour | 1936 |
| Grad milourel | corvette captain |
| Brezel | Eil Brezel-bed |
| Skour lu | Morlu Impalaeriezh Japan |
| Prizioù resevet | Order of the Golden Kite |

Al Letanant Komandant Junichi Sasai (笹井 醇一 Sasai Jun'ichi), ganet d'an 13 a viz C'hwevrer 1918 hag aet da Anaon d'ar 26 a viz Eost 1942, a oa un nijer morlu japanat hag un As eus Servij nij Morlu Impalaeriel Japan e-pad an Eil Brezel-bed.
Al letanant (中尉) Sasai a voe lazhet e penn e skouadrenn kirri-nij brezel e-pad un dagadenn war Henderson Field e-pad Emgann Guadalcanal. Lesanvet e oa "Prince of Rabaul Gamecock" pe "Richtofen Rabaul"[1].
Marvet eo d'an oad a 24 bloaz goude bezañ bet distrujet 27 karr-nij enebour.

Kamalad bras e oa gant Saburo Sakai en desped da vezañ e ofiser ar pezh a oa ral spontus e Servij nij Morlu Impalaeriel Japan hag a oa chomet gant un aozadur reut.
