Manfred von Richthofen

Manfred Albrecht Freiherr von Richthofen, ganet d'an 2 a viz Mae 1892 hag aet da Anaon d'an 21 a viz Ebrel 1918, brudet dre e lesanv ar Baron Ruz pe « Diable rouge » , a oa ur blenier kirri-nij brezel el Luftstreitkräfte (Aerlu brezel Impalaeriezh Alamagn) e-pad ar C'hentañ Brezel-bed. Lakaet e vez war-raok evel as gwellañ ar brezel. En un doare ofisiel e lakaer 80 trec'h war e gont e-pad an emgannoù-nij.

Richthofen a voe lazhet e-kichen Amiens e Vaux-sur-Somme d'an 21 a viz Ebrel 1918. Dizemglev a chom hiziv-an-deiz c'hoazh war penaos eo marvet ha war e vuhez blenier kirri-nij brezel. Lothar von Richthofen, breur yaouankoc'h Manfred von Richthofen, a oa bet ivez un nijer brezel brudet eus ar C'hentañ Brezel-bed.