Josef Terboven
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Alamagn |
| Lealded | Trede Reich |
| Anv e yezh-vamm an den | Josef Terboven |
| Anv ganedigezh | Josef Antonius Heinrich Terboven |
| Anv-bihan | Josef, Antonius, Heinrich |
| Anv-familh | Terboven |
| Deiziad ganedigezh | 23 Mae 1898 |
| Lec'h ganedigezh | Essen |
| Deiziad ar marv | 8 Mae 1945 |
| Lec'h ar marv | Skaugum |
| Doare mervel | emlazh |
| Abeg ar marv | dinamit |
| Yezhoù komzet pe skrivet | alamaneg |
| Micher | politiker |
| Karg | member of the Reichstag of the Weimar Republic, member of the Reichstag of Nazi Germany, Reichkommisar for the occupied Norwegian territories |
| Bet war ar studi e | Ludwig-Maximilians-Universität München |
| Lec'h labour | Berlin, Oslo |
| Strollad politikel | Strollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman |
| Perzhiad e | Beer Hall Putsch |
| Grad milourel | Obergruppenführer |
| Brezel | Brezel-bed kentañ, Eil Brezel-bed |
| Ezel eus | Sturmabteilung |
| Prizioù resevet | Golden Party Badge, Iron Cross |

Josef Antonius Heinrich Terboven, ganet d'an 23 a viz Mae 1898 hag aet da Anaon d'an 8 a viz Mae 1945, a oa ur penn uhel nazi. Brudet e oa bet evel Reichskommissar Norvegia e-pad dalc'hidigezh ar vro-se gant an Trede Reich.
A-raok an NSDAP
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Terboven (un anv a orin izelvroek) a voe ganet en Essen, en Alamagn. Ar familh a oa he orin en Izelvroioù. Servijet en devoa er ganolierezh alaman ha goude-se en aerlu e-pad ar C'hentañ brezel-bed. Enoret e voe gant ar Groaz houarn
Tizhet en devoa ar renk a letanant. Goude ar brezel e studias ar Gwir hag ar skiantoù politikel e skolioù-veur München ha Freiburg, d'ar mare-se eo e krogas d'ober politikerezh.
En NSDAP
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kuitaat a reas ar skol-veur e 1923, hag emzelañ en NSDAP gant an niverenn 25247. Kemeret en doa perzh en Hitlerputsch e München. Pa voe lakaet an NSDAP e-maez lezenn, ez eas da glask labour en un ti-bank ; skarzhet e voe e 1925.
Adal ar mare-se ne labouras mui nemet evit ar strollad nazi. Sikour a reas ar strollad d'en em wriziennañ en Essen. Dont a reas da vezañ Gauleiter eno e 1928. Abaoe 1925 e oa ezel eus ar Sturmabteilung ; en aozadur-se en doa tizhet ar renk a Obergruppenführer e 1936.
D'an 29 a viz Even 1934 e timezas gant Ilse Stahl, sekretourez ha mestrez Joseph Goebbels. Adolf Hitler e oa test a enor en dimeziñ. Lakaet e voe Terboven da Oberpräsident er Rheinprovinz e 1935. Eno en em ziskouezas evel un diktatour bihan ha didruez.
E penn Norvegia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pennad spisoc'h: Reichskommissariat Norwegen

Lakaet e oa bet Terboven da Reichskommissar evit Norvegia d'ar 24 a viz Ebrel 1940, tra ma ne oa bet peuraloubet ar vro nemet d'ar 7 a viz Even 1940. Erruet e oa e lojeiz ar familh roueel e Skaugum e Gwengolo 1940 hag en em stalias e Stortinget (savadur parlamant Norvegia) evel lec'h penn.
Terboven n'en doa nemet ur galloud evezhiañ war ar velestradurezh trevour e Norvegia. Ar velestradurezh alaman ne rene ket ar vro end-eeun hag a oa bihan. An aferioù pemdez a oa renet gant melestradurezh Stad Norvegia, e-penn an obererezhioù e oa kuzulva Quisling. Terboven n'en doa galloud ebet war ar 400 000 soudard eus nerzhioù lu Alamagn a oa e Norvegia hag a oa suj d'ar jeneral Nikolaus von Falkenhorst. E penn un nerzh a 6000 den e oa memes tra, 800 anezho o vezañ izili eus ar polis kuzh.
Nerzhioù milourel Falkenhorst, a glaske bevañ gant tud Norvegia en un doare sioul ha seven, Terboven gant un nerzh kalz bihanoc'h a gendalc'he da vezañ diktatour ha garv evel ma oa bet pa oa gouarnour ar Rheinprovinz. Deuet e oa a-benn da vezañ argarzhet kement gant poblañs Norvegia evit gant an Alamanted er vro.
Marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pa voe klevet gantañ e oa kodianet an Trede Reich, Terboven a emlazhas d'an 8 a viz Mae 1945 dre emdarzhañ gant 50 kg Dinamit en ur bunker. Marvet eo e-kichen korf an Obergruppenführer Wilhelm Rediess, penn an SS hag an nerzhioù polis e Norvegia, a oa emlazhet gant un tenn pistolenn dres a-raok.
Adkemer er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Er film The Heroes of Telemark embannet e 1965, Josef Terboven a zo c'hoariet gant an aktour saoz Eric Porter.