Johann Friedrich Struensee

Eus Wikipedia
Johann Friedrich Struensee

Johann Friedrich, kont Struensee (1737-1772), a oa ur medisin ha politikour danat, a orin alaman. Anvet e oa bet da vedesin ar roue Christian VII, a oa o treiñ foll. Anvet e voe ivez da guzulier-stad, ha klask a reas diskar boazioù kozh : ar servelezh, ar jahinerezh, ar vac'h abalamour d'an dle.

Ar roue[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimezet e oa bet ar roue e 1766 d'ar briñsez alaman Caroline Mathilde von Hannover (1751-1775), ur verc'h-vihan da George II, roue Bro-Saoz, ha hi 15 vloaz. Moarvat ne ouie ket he breur, George III, roue Bro-Saoz war-lerc'h o zad-kozh, e oa kollet e spered gant e vreur-kaer.

Dilezel e bried a rae ar roue da vont da redek fouzhlec'hioù e gêr-benn gant ar gourtizanez Støvlet-Cathrine. Laosket en doa ar galloud etre daouarn e vedisin, ar c'hont Johann Friedrich Struensee, hag a renas ur politikerezh levezonet gant mennozhioù nevez ar Sklêrijennoù. Kement-se a zisplije kaer d'an noblañsed a glaskas diskar anezhañ.

Ar rouanez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar rouanez Caroline Mathilda
Oaled ar roue Christian VII, hervez al livour Kristian Zahrtmann er Saatchi Gallery.

Buan a-walc'h e oa bet troet ar rouanez Caroline-Mathilde gant medisin he fried. Un irienn a voe savet gant an noblañs. Harzet ha dibennet e voe ar c'hont medidin war leurgêr vras Copenhague. Kuit e voe kaset ar rouanez da di he dimezell a enor, ar gontez Louise von Plessen, a oa o chom e Celle (Alamagn), hag eno e varvas tri bloaz goude, en 1775.

Struensee harzet