Christian VII
Christian VII (1749 – 1808) a oa Roue Danmark. Mab e oa d'ar roue Frederig V ha d'e gentañ pried, Louise Breizh-Veur.
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimezet e voe e 1766 d'ar briñsez alaman Caroline Mathilde von Hannover (1751-1775), merc'h-vihan da George II, roue Bro-Saoz, ha hi 15 vloaz. Moarvat ne ouie ket he breur, George III, roue Bro-Saoz war-lerc'h o zad-kozh, e oa kollet e spered gant e vreur-kaer.
Dilezel e bried a rae ar roue da vont da redek fouzhlec'hioù e gêr-benn gant ar gourtizanez Støvlet-Cathrine. Laosket en doa ar galloud etre daouarn e vedisin, ar c'hont Johann Friedrich Struensee, hag a renas ur politikerezh levezonet gant mennozhioù nevez ar Sklêrijennoù. Kement-se a zisplije kaer d'an noblañsed a glaskas diskar anezhañ.
Taolioù-stad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Serc'heg ar rouanez e oa ar c'hont Johann Friedrich Struensee ouzhpenn bout e penn kuzul ar vinistred.
E 1772 avat, war-lerc'h embannet un toullad lezennoù nevez, e c'hoarvezas un taol-stad. Lezvamm ar roue, Juliane von Braunschweig-Wolfenbüttel, a oa bet pellaet ouzh ar galloud gant Struensee, hag a oa a-du gant an noblañsed hag ar virourien, a reas da Gristian VII sinañ ur baperenn ma roe urzh da herzel e vinistr. Dibennet e voe Struensee er bloavezh-se en-eeun.
Torret e voe dimeziñ ar roue ha Caroline Matilda, evel ma klaske Julianne. Caroline a viras an titl a rouanez koulskoude, met koll a reas he bugale, hag harluet e voe da Alamagn, da gastell Celle a oa d'he breur, roue Bro-Saoz ha Hannover. Eno e varvas tri bloaz goude, e 1775, da 24 bloaz.
Evit yec'hed Christian VII ne reas nemet gwashaat adalek 1772, hag ar roue ne rene ket e gwirionez. Betek 1784 e chomas ar vro etre daouarn e lezvamm Juliane von Braunschweig-Wolfenbüttel, he mab nammet ar priñs Frederig Danmark (1753-1805), e lezvreur bet anvet da rejant, hag o ministr Ove Høegh-Guldberg, a gasas ur politikerezh a-du gant an urzh kozh.
En 1784 eta e teuas mab yaouank Christian VII, Frederig (1768 - 1839), da gemer ar rejantiezh digant e lezvreur nammet (ha 15 vloaz koshoc'h) ar Frederig all. Neuze e voe kaset da benn un toullad kemmoù heñvelik ouzh ar re boulc'het gant Johann Friedrich Struensee, ha fall e krogas ar brezelioù ouzh Napoleon.
Bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou vugel o doe Christian VII ha Caroline Mathilde von Hannover:
- Frederik VI ( 1768-1839), roue Danmark adal 1808 pa varvas e dad.
- Louise Augusta ( 1771 - 1843), dimezet da Frederik Christian af Augustenborg. Ne greder ket e oa ar roue a oa tad dezhi, met Johann Friedrich Struensee, ar c'hentañ ministr.
E varv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Klañv ha foll da vat e oa Christian VII pa varvas e kastell Rendsburg, e Schleswig, en 1808.
E vab Frederik VI ( 1768-1839), a voe roue Danmark adal neuze.