Caroline Mathilde von Hannover

Eus Wikipedia
Caroline Mathilde von Hannover.
Caroline Mathilde von Hannover (1751–1775), rouanez Danmark ha Norge .

Caroline Matilda Breizh-Veur, pe Caroline Mathilde von Hannover, pe Caroline Matilda of Great Britain (pe of Wales) e saozneg (1751-1775), ganet e Leicester House e Londrez, a oa ur briñsez saoz hag a voe rouanez Danmark ha Norge adal 1767 betek 1772.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc'h e oa da Frederick, Priñs Kembre ha d'ar briñsez Augusta von Sachsen-Gotha. He zad a oa mab henañ ar roue saoz George II (1683-1760).
Tri miz a-raok d'he mamm genel anezhi e varvas he zad. Se zo kaoz ne renas morse.
Caroline Mathilde a voe roet dezhi anvioù-badez he moereb, ar briñsez Caroline Breizh-Veur (1713-1757). Savet e voe gant he mamm, war ar maez, pell diouzh al lez. Plac'h didro ha diorbid e oa, troet gant ar marc'hegañ, hogen desket ganti komz italianeg, galleg hag alamaneg, ha kanerez a zoare.

He breur George neuze eo a voe roue war-lerc'h o zad-kozh.

Dimeziñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimezet e voe e miz Du 1766, ha hi pemzek vloaz, d'he c'henderv Christian VII, Roue Danmark, seitek vloaz dezhañ. Hennezh a oa kollet e spered, ha dilezel a rae e bried da vont da redek fouzhlec'hioù e gêr-benn.

Ne oa ket gwall goant, met ur vaouez plijus e oa, ha hervez ar vrud e sache warni selloù ar baotred hep dihuniñ gwall deodoù ar merc'hed. Daoust da se ne oa ket gwall garet e lez Danmark. Mignonez e oa d'he dimezell a enor, Louise von Plessen, a gave mezhus doareoù mignoned ar roue, hag a labouras da droc'hañ al liammoù etre Caroline Matilda hag he fried. Kement-se ne oa ket diaes d'ober rak he gwaz n'he c'hare ket ha brud en devoa da vout paotretaer.

Ar rouanez kaezh a droas he selloù neuze ouzh medisin ar roue, Johann Friedrich Struensee, deuet da vout kentañ ministr.

E 1772 e voe torret dimeziñ ar roue ha Caroline Mathilde. Struensee a oa bet o klask modernaat ar stad a voe harzet ha dibennet. Ar roue Christian a sinas an urzhioù hep kompren, dindan levezon e lezvamm Juliane Marie, ha ne glaske nemet terriñ e eured. Caroline Matilda a viras an titl hag a gollas he bugale.

He bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daou vugel he doe, bugale d'ar roue hervez al lezenn :

He marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mervel a reas e 1775, da dri bloaz warn-ugent, e kastell Celle, en Alamagn, e Rouantelezh Hannover, a oa d'he breur, George III, roue Bro-Saoz.

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]