Louise Breizh-Veur

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Louise Breizh-Veur

Louise Breizh-Veur, pe Louise of Great Britain e saozneg, pe Louise af Storbritannien e daneg (1724-1751), a oa ur briñsez saoz a zeuas da vout rouanez Danmark ha Norge, gant hec'h eured da Frederik V Danmark.

Merc'h e oa da George II, roue Bro-Saoz, ha d'e bried Caroline von Brandenburg-Ansbach .

Dimeziñ a reas e 1743. Rouanez e voe goude marv he zad-kaer e 1746. Evurus e voe-hi, ha ne reas ket van, a-hervez, ouzh serc'h he fried, Else Hansen, hag o besterd .

He bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Sofia Magdalena Danmark, dimezet d'ar roue svedat Gustav III .
  2. Vilhelmine Caroline Danmark, ganet e 1747, dimezet da Wilhelm Iañ Hessen-Kassel, priñs Hessen-Kassel.
  3. Christian VII, roue Danmark ha roue Norge, ganet e 1749
  4. Louise Danmark, ganet e 1750, dimezet da Carl von Hessen-Kassel (1744-1836).

He marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mervel a reas e 1751, e palez Christiansborg, e Copenhagen. Brazez e oa, ha mervel a reas he c'hwec'hvet bugel war un dro. Beziet e voe en iliz-veur Roskilde. Addimeziñ a reas he fried d'ar briñsez alaman Juliane von Braunschweig-Wolfenbüttel, ha mervel 14 vloaz goude.