Jerrie Cobb
Jerrie Cobb
| |
---|---|
E 1960 | |
Ganedigezh | Geraldyn Menor Cobb 5 Meurzh 1931 Norman Oklahoma |
Marv | 18 Meurzh 2019 Florida |
Broadelezh | Stadunanat |
Micher | Levierez |
Brevedoù • Prevez • Kenwerzhel |
1948 5 Meurzh 1949 |
Geraldyn Menor Jerrie
Cobb, bet ganet d'ar 5 a viz Meurzh 1931 e Norman (Oklahoma) hag aet da Anaon d'an 18 a viz Meurzh 2019 e Florida a oa un nijerez stadunanat hag a dapas tri rekord etrebroadel. Perzh a gemeras er raktres Mercury 13, ma voe gourdonet trizek maouez da vont en egor.
Yaouankiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h e oa d'al letanant-koronal ha nijer William H. Cobb hag e wreg Helena Butler Stone. Alies e tiloje an tiegezh da heul kefrifioù milourel an tad ; un nebeud sizhunioù goude ganedigezh Geraldyn en em stalias he zud e Washington D.C., m'edo Ulysses Stevens Stone, he zad-kozh a-berzh mamm, e karg e Ti Dileuridi ar Stadoù-Unanet. Pa voe korbellet an dilennad en ur vouezhiadeg e tistroas ar re Gobb da Oklahoma.
Pan eas SUA en Eil Brezel-bed d'ar 7 a viz Kerzu 1941 e voe anvet W. H. Cobb d'un unvez U. S. National Guards e Whichita Falls, Texas ; dilojañ a reas c'hoazh da Zenver (Colorado) a-raok distreiñ da Oklahoma goude ar brezel. Eno e voe dedennet Geraldyn gant al leviañ, goude bezañ nijet e 1943, d'an oad a 12 vloaz, gant he zad war bourzh e Waco UPF-7. Da 16 vloaz, e 1947 e veze o leviañ ur PiperJ-3 Club en ur sirk-nij a-us Kompezennoù Meur Oklahoma hag o vannañ follennoù a-us kêriadennoù evit brudañ donedigezh sirkoù. Arc'hant a c'hounezas dre werzhañ nijadennoù kentañ. D'an oad a 17 vloaz, e 1948 e voe brevedet evel levierez prevez, ha bloaz goude e tapas he breved kenwerzhel.
Levierez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da 19 vloaz e kelenne al leviañ da wazed, ha da 21 bloaz (1952) e treuzkase nijerezioù hemolc'her ha reoù bombezer stadunanat de luioù estren dre ar bed a-bezh.
Buan e rankas talañ da ziv gudenn : distro nijerien ampart eus ar brezel, ha gwallziforc'h ar merc'hed e metoù an nijerezh stadunanat. Ret e voe da Jerrie Cobb treiñ war-du micherioù disteroc'h evel al louzaouiñ parkeier hag an ensellout eoulsanioù diwar nij. Ne voe ket digalonekaet evit kement-se, pa dapas he ferzhegezhioù micherel evit leviañ nijerezioù lieskeflusker, nijal dre ardivinkoù hepken, kelenn war zouar, kelenn diwar nij, hag he breved levierez aerlinenn. O leviañ en aerlinennoù e tapas meur a rekord tizh hag uhelder gant nijerezioù Commander.
Evit prenañ un nijerez PT-19 Cornell digant an USAF ha bezañ dizalc'h ez eas da c'hoarierez softball damvicherel gant ar skipailh Oklahoma City Queens.
E 1959, hag hi 28 vloaz, e voe levierez ha reolourez en Aero Design & Engineering Company hag a farde an Aero Commander a gase da dapout rekordoù ; unan eus ar merc'hed reolour kentañ en nijerezh e voe Jerrie Cobb.
E 1960 he devoa leviet e-pad 7 000 eurvezh ha tapet tri rekord etrebroadel : hirañ nijadenn dibaouez (1959), brasañ tizh (1959) hag uhelañ nijadenn (11 280 m, 1960). Bloaz war-lerc'h e voe gopret evel kuzulierez gant an NASA evit raktres ar beajoù en egor a-c'houde kur URSS ha Youriy Gagarin d'an 12 a viz Ebrel 1961.
Mercury 13
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mercury 13 eo al lesanv a voe roet da drizek maouez a gemeras perzh en ur raktres prevez da gas merc'hed en egor, distag diouzh raktres Mercury an NASA ma voe gourdonet seizh gwaz – ar Mercury 7 – adalek an 9 a viz Ebrel 1959.
Evit bezañ degemeret da zanvez astraerien en NASA e veze diuzet gwazed diouzh ar 7 dezverk-mañ :
- bezañ yaouankoc'h eget 40 vloaz ;
- bezañ bihanoc'h eget 1,80 m ;
- bezañ yac'h-pesk ;
- kaout un aotreegezh ;
- kaout un diplom digant ur skol nijourien-arnodiñ ;
- kaout 1 500 eurvezh nijal da nebeutañ ;
- bezañ brevedet war nijerez dre zazloc'h.
Tremen an hevelep arnodennoù ha gwazed an NASA a voe rekis d'an 13 maouez, lesanvet FLATs
(First Lady Astronaut Trainees) gant Jerrie Cobb, e dibenn o rummad arnodoù Mercury. E-touez an 2% gwellañ an daou raktres e voe J. Cobb[2].
Gant div vaouez all e voe kaset Jerrie da Oklahoma da dremen arnodoù ar prantad 2 ha 3. Goude-se e oant da genderc'hel en Naval School of Aviation Medicine e Florida, met nullet e voe ar prantad-se gant ar Skol war zigarez ma n'he devoa ket bet aotre ofisiel da implijout dafar an US Navy evit ur raktres prevez ha nann-ofisiel.
An NASA ivez a gavas pep digarez evit lezel ar merc'hed a-gostez. Daoust d'he niver bras a eurvezhioù nijal, d'he rekordoù, d'he baregezh war al leviañ 64 doare nijerez dre viñs ha d'he zisoc'hoù en arnodoù Mercury 13 e voe korbellet gant an NASA abalamour ma n'he devoe biskoazh leviet un nijerez dre zazloc'h – petra bennak m'he devoa nijet en unan a-dreñv al levier ha gouzañvet an hevelep destrizhoù korfel.
E miz Gouere 1962 e voe galvet Jerrie Cobb da zougen testeni dirak Poellgor an Diuzañ Astraerien e Kongres ar Stadoù-Unanet a-zivout astraerezed.
Pa lavaras Jessica Weis, ezel eus ar Poellgor, e oa sparlet an hent d'ar merc'hed da arnodennoù an NASA e tisklêrias an astraer John Glenn (1921–2016) :
« I think this gets back to the way our social order is organized, really. It is just a fact. The men go off and fight the wars and fly the airplanes and come back and help design an build and test them. The fact that women are not in this field is a fact of our social order. It may be undesirable. lt obviously is, but we are only looking, as I said before, to people with certain qualifications. If anybody can meet them I am all for them. »
Me 'soñj din e teu kement-se eus aozadur hon urzh kevredigezhel, e gwirionez. Ur fed eo, tra ken. Ar wazed a ya kuit da ren brezel hag a gas an nijerezioù hag a zistro hag a sikour d'o sevel ha fardañ hag arnodiñ. Ur fed eus hon urzh kevredigezhel eo ar fed ma n'emañ ket ar merc'hed war an dachenn-se. Dihetus eo marteze. Dihetus eo, a-dra-sur, met evel am eus lavaret kentoc'h n'emaomp nemet o klask tud perzhegezhioù resis ganto. Mar gall forzh pe zen bennak o diskouez, neuze e savan a-du krenn ganto.[3]
Jerrie Cobb ha lod eus Mercury 13 a c'hourc'hemennas ma vije aotreet ar merc'hed da bleustriñ gant ar wazed, met an NASA ne gemere nemet nijerien arnodiñ vilourel, ampart war an nijal buan-kenañ, ha stummet evel ijinourien e ken degouezh ma vije ret leviañ hep ardivinkoù. Ne voe ket tremenet dreist ar reolenn evit degemer J. Cobb. Unnek miz goude, d'ar 16 a viz Even 1963, ar Soviedez Valentina Terechkova a voe ar vaouez kentañ en egor. Ugent vloaz diwezhatoc'h, d'an 18 a viz Even 1983, e voe Sally Ride an Amerikanez kentañ.
Skoazell zengar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1963, oadet 32 vloaz, e tivizas Jerrie Cobb en em reiñ d'ar skoazell zengar. E-pad tremen 30 vloaz e nijas e Suamerika da zegas pourvezioù da Amerindianed ha da zigeriñ aerhentoù nevez a-dreuz an Andoù hag a-us Amazonia evit tizhout kornadoù distro. Gant kartennoù savet ganti ez ergerzhe takadoù brasoc'h eget SUA. A-drugarez dezhi e voe kaset muioc'h a zafar hag a louzeier da bobladoù hag a oa chomet digenvez betek-henn. E 1981 e voe kinniget hec'h anv evit Priz Nobel ar Peoc'h[4].
D'an 29 a viz Here 1998 e voe adkaset John Glenn, 77 vloaz, d'an egor evit muzuliañ efedoù hevelep beaj war un den kozh. E 1999, an National Organization for Women a stourmas a-du gant Jerrie Cobb, a oa 67 vloaz, evit ma vije kaset ivez rak tremenet he devoa dre ar raktres Mercury 13 an hevelep arnodennoù ha John Glenn dre an NASA. Ouzhpenn, tro a oa d'an NASA da reizhañ ar fazi a oa bet graet 35 bloaz kentoc'h. Siwazh, korbellet e voe J. Cobb adarre war zigarez ma ne oa raktres all ebet gant an NASA da gas tud kozh all en egor goude J. Glenn. Biskoazh ned eas Jerrie Cobb en egor eta.
Jerrie Cobb a c'hoarias he roll en teulfilm Mercury 13 embannet gant Netflix d'an 20 a viz Ebrel 2018.[5]
Mervel a reas d'an 18 a viz Meurzh 2019 en he zi e Florida, trizek devezh goude he 88vet deiz-ha-bloaz.
Enorioù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pilot of the Year – National Pilots Association – 1959
- Harmon International Trophy – "The World's Best Woman Pilot" – 1971
- Oklahoma Hall of Fame – 1976[6]
- Doctor of Science, honoris causa, University of Wisconsin – 2007[7]
- The National Aviation Hall of Fame – 2012[8]
- Amelia Earhart Gold Medal of Achievement
- Amelia Earhart Memorial Award
- Pioneer Woman Award evit he skoazell zengar
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) COBB, Jerrie : Jerrie Cobb, Solo Pilot, Jerrie Cobb Foundation Inc., 1997 (ISBN 978-0-9659924-0-4)
- (en) COBB, Jerrie : Woman Into Space – The Jerrie Cobb Story, Literary Licensing LLC, 2012 (ISBN 978-1-258-43103-7)
- (en) ACKMANN, Martha : The Mercury 13 – The True Story of Thirteen Women and the Dream of Space Flight, Random House, 2004 (ISBN 978-0-375-75893-5)
- (en) NOLEN, Stephanie : Promised the Moon – The Untold Story of the First Women in the Space Race, Basic Books, 2004 (ISBN 978-1-56858-319-8)
- (en) WEITEKAMPF, Margaret : Right Stuff, Wrong Sex: America's First Women in Space Program, Johns Hopkins University Press, 2004 (ISBN 978-0-8018-7994-4)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) 'Hargrave – The Pioneers'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- (en) 'Browse Biography'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- (en) 'The Encyclopedia of Science'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- (en) SHEPLER, John : 'Astronaut Jerrie Cobb'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- (en) 'Oklahoma Historical Society'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- (en) 'Women Involved in Aviation'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- (en) 'University of Wisconsin/Oshkosh. Kavet : 24 Mezheven 2019.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Edo oc'h embreger ar MASTIF (Multi-Axis Space Test Inertia Facility), a zarvane ul lestr-egor o troellennañ. Dont a reas a-benn d'e vestroniañ ha d'e lakaat war an hent reizh.
- ↑ (en) 'Great Images in NASA'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- ↑ (en) 'Qualifications for Astronauts, 17-18/07/1962. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- ↑ Gant Poellgor Meur ar Broadoù Unanet evit ar repuidi (PMBUR/UNHCR/HCR) ez eas ar Priz.
- ↑ (en)
- ↑ (en) Oklahoma Hall of Fame
- ↑ (en) University of Wisconsin/Oshkosh
- ↑ (en) National Aviation