Mont d’an endalc’had

Jean Calvin

Eus Wikipedia
Jean Calvin
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh Bro-C'hall, Republic of Geneva Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denJean Calvin Kemmañ
Anv ganedigezhJehan Cauvin Kemmañ
Anv-bihanJean Kemmañ
Anv-familhCalvin Kemmañ
Deiziad ganedigezh10 Gou 1509 Kemmañ
Lec'h ganedigezhNoyon Kemmañ
Deiziad ar marv27 Mae 1564 Kemmañ
Lec'h ar marvGeneva Kemmañ
Abeg ar marvsepsis Kemmañ
Lec'h douaridigezhCemetery of Kings Kemmañ
TadGérard Cauvin Kemmañ
PriedIdelette Calvin Kemmañ
Den heverkMartin Butzer, William Farel, Theodore Beza, Philipp Melanchthon, Wolfgang Capito Kemmañ
Yezh vammgalleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetlatin, galleg, krennc'halleg, alamaneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridgalleg Kemmañ
MicherPastor, Protestant reformer, theologian, alvokad, skrivagner Kemmañ
Tachenn labourDoueoniezh Kemmañ
Bet war ar studi eCollège de la Marche, Collège de Montaigu, University of Bourges, Old University of Orléans, University of Orléans Kemmañ
Danvez-doktorFranciscus Junius, Lambert Daneau Kemmañ
StudierFranciscus Junius Kemmañ
Bet studier daMelchior Volmar, Andrea Alciato, Corderius Kemmañ
Lec'h labourGeneva, Strossburi Kemmañ
RelijionKalvinouriezh Kemmañ
Kleñvedastma Kemmañ
Oberenn heverkInstitutes of the Christian Religion Kemmañ
Levezonet gantAogustin Hippo, Martin Luther Kemmañ
Darvoud-alc'hwezDisivoud protestant Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Poltred Jean Calvin

Jean Calvin pe Jean Cauvin (10 a viz Gouere 150927 a viz Mae 1564) a oa un doueoniour gall da vare an Disivoud protestant, er XVIvet kantved, ha diazezer ar pezh a voe anvet diwezhatoc’h kalvinouriezh. Disteurel a reas aotrouniezh ar pab ha sevel a reas un doare nevez da ren an ilizoù kristen. Brudet eo abalamour d’e skridoù doueoniezh.

Ganet e oa bet e Noyon, e Pikardi, e 1509. Pa voe embannet e dezennoù gant Martin Luther, e oa 8 vloaz. E 1523 e voe kaset gant e dud da skol-veur Pariz da studiañ al lizhiri hag ar gwir. E 1532 e teuas da vout doktor war ar gwir e skol-veur Orleañs.

Tamm-ha-tamm e troas a-du gant ar mennozhioù protestant, levezonet gant Luther. Divizout a reas mont da Vro-Suis hag en em staliañ a reas e Geneva e 1536. Skarzhet e voe eus ar gêr-se e 1538 ha mont a reas da bastor da Strasbourg. Dimeziñ a reas e 1539 da Idelette de Bure, un advadezourez. Distreiñ a reas da C’heneva e 1541 hag eno e chomas betek e varv, e 1564.

Sellet a reer ouzh Calvin evel unan eus pennoù bras an Disivoud protestant. Da 26 vloaz, e 1536, e embannas an Institutio Christianae Religionis, ur skrid latin a bouez war an doueoniezh kristen, hag e 1541 e voe embannet un droidigezh c’hallek anezhañ. Sevel a reas ivez meur a levr displegoù war levrennoù ar Bibl, hag a gendalc’her da lenn hiziv, e-touez ar brotestanted.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • « Jean Calvin », gant Francis Higman, e-barzh Dictionnaire historique de la Suisse en-linenn (e galleg, alamaneg, italianeg)

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.