Jamaika
Jamaica Commonwealth of Jamaica Jamaika – Kenglad Jamaika | |||||
| |||||
Kanoù broadel Jamaica, Land We Love God Save the Queen | |||||
Sturienn vroadel Out of Many, One People ("Diwar Galz, Ur Bobl") | |||||
| |||||
Yezh ofisiel | Saozneg | ||||
Kêr-benn | Kingston | ||||
Rouanez | Elesbed II | ||||
Gouarnour Meur | Patrick Allen | ||||
Kentañ Ministr | Andrew Holness | ||||
Gwerzhid-eur | UTC - 5 | ||||
Moneiz | Dollar Jamaika |
Jamaika (e brezhoneg; Jamaica anv ofisiel ar vro) zo un enezenn hag ur stad er Mor Karib, 234 km hed ha 80 km ledander dezhi, 145 km er Su da Guba.
Anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra hec'h anv eus ur ger eus ar yezh arawak, Xaymaca, hag a dalv kement ha "Bro koad ha dour" pe "Bro an eienennoù". Bet eo anvet Santiago
pa oa dalc'het gant Spagn, a-raok ma voe diframmet an enez diganti gant ar Saozon.
Kingston eo ar gêr-benn anezhi.
Ar parrezioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Rannet eo ar vro e 14 parrez.
Poblet e oa an enezenn er mare rakkolombian gant indianed Arawaks Taïnos, goude degouezh Christophe Colomb en 1494 e tremenas dindan ar gallout spagnol. Mervel a rejont diwar kleñvejoù red, hag e voe degaset di sklaved afrikan. Anveet « santiago », dalc’het gant ar spagnoliz e voe betek 1655, pa voe aloubet gant bro saoz , neuze e voe adanvet « Jamaika ». Mammenn sukr brasañ ar bed e oa, gant ar sklaved o labourat er plantadegoù. Ar saozon o doa implijet a-bep seurt labourerien reoù deus afrika, chinais hag indianed zoken adalek ar bloavezh 1840. Dizalc’h e voe an enezenn diouzh ar Rouantelezh-Unanet d’ar 6 a viz Eost 1962. Skignet eo bet ar sevenadur Jamaikan er bed a-bezh, gant Bob Marley. Skediñ a ra ivez gant berzh ar sport hag an atleterezh, gant kampioned evel Usain Bolt ha Shelly-Ann Fraser-Pryce.
Torosennadur
Mein-raz a ya d’ober div drederenn an enezenn.
Un arridennat menezioù anveet ar Blue Mountains zo e kreiz an enezenn, gant takadoù plaen a-walc’h war an arvor. E-se emañ lodenn vrasañ an annezioù war an arvor.
Beg ar Blue Montain zo da 2 256 m uhelder, uhellañ begenn takad an Antilles eo. Pa seller a dost ouzh ar gartenn e weler mat emañ lodenn vrasañ an enez etre 500 m, ha 1000 m uhelder.
Hin
Trovanel eo hin Jamaika, gant amzer tomm ha mouest, daoust d’an douaroù kaout un hin gerreizh.
Dizingal e kouez ar glaveier, kaouadoù glav a zeu kentoc’h deus ar biz, stankoc’h deus miz Even da Gerzu. Siklonoù trovanel a dremen war an enezenn er prantad dibenn an hañv ha deroù diskaramzer.
Treuzdougen
3 aerborzh etrevroadel zo. Norman-Manley e Kingston, hini Ian Fleming e Ocho Rios, de Donald-Sangster e Montego Bay ; ha nijva Negril.
Istor an enezenn
Erruet e vije ar bobl Arawak tro ar bloaz 1000, diouzh Amerika ar Su. Bevañ a raent diwar mais, maniok, butun, gwrizioù, ar pesketa, chaseal gant ar wareg.
Christophe Colomb a zegouezhas e 1494, hag en em ziazezas da gentañ e “Sevilla la Nueva” e norzh an enez. Goude-se e kavjont gwell kuitaat Sevilla a gavent re ziaes bevañ eta, ha setu int d’en em staliañ war ar plaenennoù pinvidikoc’h ha strujusoc’h er Su. Savet e voe neuze « Santiago de la Vega » (Spanish Town bremañ). An dañvez sklaved kentañ voe an Arawaks, a voe peurlazhet e dibenn ar 16 vet kantved gant kleñvejoù-red.
Tapet e voe an enez gant an amiral William Penn hag ar general Robert Venables d’ar 27 a viz Mae 1655, Jamaika a zeuas da vezañ un drevadenn saoz e 1670. Etretant o doa kuitaet ar spagnoliz an enez, evit mont da Gouba. E-kerzh aloubadeg ar Saozon, e tec’has kuit strolladoù sklaved afrikan diouzh ar plantadegoù hag en em gavout e-kreiz an enez war an uhelderioù. Adpaket e voent evit ul lod gant ar Saozon ha kaset kuit d’ar broviñs kanadian Nouvelle-Écosse. Ur wagennad divroidi gall a zegouezhas, hag int staliet e Sant Andrew. Diwar-se ez eus bet chomet anvioù gall el lec’hanvadurezh : Bouin, Roche, Sablé, Clisson, Mainet, Jarries, Tranchant, Faucourt, Lemoque.
Goude Saint-Domingue, e oa an eil lec’h evit produiñ sukr dre ar bed.
Ugent vloaz goude ma oa bet tapet an enez digant ar spagnoled, e teuas Jamaika da vezañ ur blakenn-kejañ evit kenwerzh ar sklaved. Naturalized e voe an huguenoted c’hall e 1681 gant roue Bro-Saoz.
Ouzhpenn un hanter Million a sklaved afrikan a voe dilestret en enezenn etre 1701 ha 1807. 300 000 sklav a oa e dibenn an 18vet kantved. Ur c’henefeder 20 den du evit 1 gwenn.
Barradoù emsavadegoù a c’hoarvezas. Kalz a boan o doe ar Saozon evit redek war-lerc’h ar Maroons, « negred gell », deuet a-benn da dec’hout kuit.
Sam Sharpe, a voe e penn un emsavadeg a darzhas e gwalarn an enez e 1831. E 1834 e veze komzet eus an abolition gant tudjentil zo e Londrez, adaozet gwirioù ar sklaved ha re o ferc’henned, evit al labour. Un digoll voe roet da berc’henned ar sklavet. An sklaved-dieubet a yeas kuit diouzh ar plantadegoù evit en em staliañ war douaroù digenvez e diabarzh ar vro. Daoust da-se e kendalc’has an ekonomiezh da dreiñ gant ar sklavelezh, renet gant ar re wenn, gant bommoù emsavadegoù gwech dre vare.
Daou bennsturier a voe d’ar stourm broadelour jamaikan, Alexander Bustamante (1884-1977) ha Norman Manley (1893-1969). Keneiled e voent da gentañ, hag enebourien politikel da c’houde. Kentañ ministr e voe Manley e 1955 hag e oa a-du gant Unvaniezh ar C’haraib saozneger. Dizalc’h voe Jamaika e 1962, e-barzh framm ar C’hommonwealth, d’ar 6 a viz Eost 1962.
Goude an dizalc’houriezh, eo Bustamante a oa er galloud. Gantañ voe kaset da benn ar steuñv diorren an industriezh ar vro, a-benn dizarbenn ar baourentez. Diskennet voe feur marvelezh ar vugale e dibenn ar bloavezhioù 1960, koulz hag ar feur analfabetizadur. Kreskiñ a rae tamm-ha-tamm ar spi bevañ.
Cornwall County | Capital | km2 | Middlesex County | Capital | km2 | Surrey County | Capital | km2 | |||
1 | Hanover | Lucea | 450 | 6 | Clarendon | May Pen | 1,196 | 11 | Kingston | Kingston | 25 |
2 | Saint Elizabeth | Black River | 1,212 | 7 | Manchester | Mandeville | 830 | 12 | Portland | Port Antonio | 814 |
3 | Saint James | Montego Bay | 595 | 8 | Saint Ann | St. Ann's Bay | 1,213 | 13 | Saint Andrew | Half Way Tree | 453 |
4 | Trelawny | Falmouth | 875 | 9 | Saint Catherine | Spanish Town | 1,192 | 14 | Saint Thomas | Morant Bay | 743 |
5 | Westmoreland | Savanna-la-Mar | 807 | 10 | Saint Mary | Port Maria | 611 |
Sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Antigua ha Barbuda • Bahamas • Barbados • Belize • Costa Rica • Dominica • Republik Dominikan • Grenada • Guatemala • Haiti • Honduras • Jamaika • Kanada • Kuba • Mec'hiko • Nicaragua • Panamá • Saint Kitts ha Nevis • Santez Lusia • Sant-Visant hag ar Grenadinez • El Salvador • Stadoù-Unanet Amerika • Trinidad ha Tobago
Tiriadoù dalc'het
Danmark : Greunland
Frañs : Clipperton • Gwadeloup • Martinik • Saint-Barthélemy • Saint-Martin • Sant-Pêr-ha-Mikelon
Izelvroioù : Aruba • Bonaire • Curaçao • Saba • Sint Eustatius • Sint Maarten
Rouantelezh-Unanet : Anguilla • Bermuda • Inizi Gwerc'h Breizh-Veur • Inizi Cayman • Montserrat • Turks ha Caicos