Jakob Ammann

Eus Wikipedia

Jakob Ammann, bet ganet d'an 12 a viz C'hwevrer 1644 (?) e Erlenbach im Simmental e kanton Bern e Suis, aet da Anaon a-raok 1730 (?), kazi sur e Zellwiller en Elzas, oa unan eus levierien bennañ al luskad relijiel advadezour ha diazezer luskad an amished pa reas e annez e Sainte-Marie-aux-Mines e 1696. Deuet oa eus Suis ma oa bet gwallgaset war dro 1670 moarvat.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Jakob Amman.

Ganet e vefe bet Jakob Amman e kanton Bern. Ne vezer ket sur eus e zeiziad ganedigezh resis. Gellout a rafe bezañ an 12 a vie C'hevrer 1644. Mab Michael Amann hag Anna Rupp oa. Bevet en dije Steffisburg pe tro war dro betek 1693. Ezel oa e dad eus kumuniezh advadezour Erlenbach moarvat. Abalamour d'an heskinerezh relijiel a rene e Kanton Bern e kuitaas kalz advadezourien ar vro. Ober a reas Ammann e annez en Elzas. Adalek 1696 edo e Sainte-Marie-aux-Mines e Dugelezh Loren.

Sinañ a reas d'ar 27 a viz C'hwevrer ur skridgoulenn d'ar provost enep a redi graet d'an anvadezourien da vont d'an arme pe da gemer perzh er vuhez foran zoken[1],[2].

Dre o labour e oa deuet a-benn an advadezourien da brenañ domanioù bras en draonienn. Ren a raent produadur ar c'hoad ha perc'henn e oant war un toullad milinoù. Gwarizi a savas. Divizout a reas Loeiz XIV argas an Amished e 1712. Tec'hout a rejont en Elzas a-bezh, e Loren ha betek an Izelvroioù. Chom a reas Jakob Ammann en Elzas kazi sur met kollet eo bet ar roud anezhañ. N'ouzer ket resis pegoulz ez eas da Anaon.Kavout a reer en anv war ul listenn bet sinet gant ar vennonited e 1708 war c'houlenn pennadurezhioù Elzas. En un diell eus 1730 e kaver meneg eus badeziant e verc'h goude e varv. Marvet e vefe d'an diwezhatañ e 1730 eta. Kemener tlee bezañ evel e dad.

Daou skourr an advadezourien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yann a Leiden gant Heinrich Aldegrever.
Thomas Müntzer (bilhed 5 mark an DDR)

Daou skourr a gaved e-touez an advadezourien.

Thomas Müntzer (war-dro 1489-1525), unan eus levierien Brezel ar Gouerien ha Jan Beukleszoon pe Johann Bockelson, lesanvet Yann a Leiden a voe izili eus ar skourr kentañ. N'o doa ket diegi implijout armoù evit difenn o mennozhioù.

Klask a reas Yann a Leiden staliañ un deokratiezh milvedour ha feulz e kêr Münster en Alamagn e 1534-1535. Ur wech bet tapet Münster d'ar 24 a viz Mezheven 1535 gant an arme renet gant Franz von Waldeck, Priñs-eskob a Vünster, Osnabrück ha Minden, ha lazhet pennoù an emsavadeg e steuzias mik ar skourr-se eus an advadezourien.

Menno Simons

Diazezet e voe an eil skourr gant Menno Simons, un Nederlandad bet beleg ha nac'he pep feulster hag a felle dezhañ diorren ur gristeniezh hervez an Aviel ha nann-feuls. Nac'h a reas diskibled Menno Simons (mennoidi) mont d'an arme e 1534 e-kerzh ar brezel e Westfalia ha Holland. Kantonioù Bern ha Zürich a c'hourc'hemennas d'an holl advadezourien kuitaat ar vro pe teiñ d'ar Galvinouriezh, iliz ofisiel an c'han tonioù-se. Kalz a guitaas. An darn vrasañ a gavas repu e Pfalz pe en Elzas war douaroù tiegezh Ribeaupierre un tamm a-raok Brezel Tregont Vloaz.

An advadezourien en Elzas[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude Brezel Tregont Vloaz,hag an heskinerezh en o-c'heñver divizet gant gouarnamant kanton Bern peurgetket, un teuas ur rummad all a repuidi advadezour d'ober o annez en Elzas e 1670, Jakob Ammann e o-zouez. Ober a reas advadezourien o annez e 16 parrez eus Eskopti Straßburg ( Artolsheim, Baldenheim,Mussig, Heidolsheim, Bœsenbiesen, Ohnenheim, Mackenheim, Elsenheim, Grussenheim, Jebsheim, Kunheim, Wihr-au-Val, Ostheim, Dinsheim-sur-Bruche, Illhaeusern, Sainte-Marie-aux-Mines ). War-dro 62 diegezh oa e 1685. En em vodañ a raent e Baldenheim, Ohnenheim, Jebsheim pe Sainte-Marie-aux-Mines.

Dalc'het e voe ur vodadeg gant advadezourien Elzas d'ar 4 a viz C'hwevrer 1660 en Ohnenheim evit divizout a-zivout o diskleriadur a feiz. E-kerzh an emvod-se e savjont a-du gant diskleriadur a feiz alamanek bet graet e Dordrecht e Holland d'an 23 aviz Ebrel 1623 ha gant an hini gallek bet graet en Amsterdam e 1630. Tri ministr eus an iliz advadezour a oa neuze e Mussig hag e Heidolsheim.

Bet e vije bet un toullad advadezourien all e Neuf-Brisach hag e Climont ma weler bepred ur vered dilezet gant o bezioù e-kichen re un tamm nevesoc'h.

Berd kozh advadezour e Climont.

Diazezet eo an titouroù-mañ war labour Philippe-André Grandidier (1752-1787) un istorour Elzasat a-feson daoust dezhañ bezañ tuet. Beleg katolik oa.

Degemeret oa bet gant tiegezh Ribeaupierre kalz Advadezourien goude fin Brezel Tregont Vloaz. Graet o doa o annez er c'hêriadennoù dindan o aotrouniezh en Elzas, en Heidolsheim pe Jensheim peurgetket. Lec'hiet eo Ohneheim e-kichen Ohnensheim nepell diouzh Selestat. Lec'h annez ouzhpenn hanter an advadezourein e voe. N'eo nemet adalek 1693 e teuas repuidi kanton Bern d'en em staliañ niverus e traonienn Sainte-Marie-aux-Mines[3] en tie-feurm un tamm distro. Amy, lezanv ar gêr, a veze an anv implijet ar muiañ gant ar gumuniezh amish.

Etre 1694 ha 1696 e teuas un tri-ugent tiegezh nevez bennak d'en em staliañ e traonienn de Sainte Marie-aux-Mines. Dont a rejont da vezañ ur c'hart eus a boblañs[4]. Re Ribeaupierre o doa dibabet, war a seblant, staliañ anezho aze. Kemmet e voe ar c'hempouez etre kumuniezhioù relojeil pa oa ar C'hallaoued o klask skoazellañ ar Gatoligiezh a oa relijion ar stad d'ar mare-se. An darn vrasañ eus advadezourien Sainte Marie-aux-Mines ea zeue eus Steffisburg pe an trowardroioù.

A-raok dont da Elzas e oa bet Jakob Amman ministr e Steffisburg pe e-kichenn kazi sur.

An hent heuliet gant Ammann, ar skism[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levezonet oa bet Ammann gant kredennoù mennoidi an Izelvroioù. Diazezet o doa gwalc'hidigezh an treid div wech ar bloaz e-pad lid ar Goan. Dilezet oa bet gant kumuniezh Suis.

E 1693 e savas dizemglev etre Jakob Amman ha Hans Reist ha Benoît Schneider, levierien all al luskad advadezour e Suis. Kavout a rae ne sente ket trawalc'h mennonited Suis eus ar genurzh ha diouzh an doareoù kent.

Dont a reas a-benn da gendrec'hiñ ar re a veve en-dro dezhañ. Goude e staliadur er Val de Lièpvre[5]. (ur vilajenn eus traonienn Sainte Marie-aux-Mines ) ma chomas betek 1712, e voe sklaer ar skism bet krouet gant ar "Patriark"[6] .

Kuitaat a reas diskibled Ammann kumuniezhanan advadezourien neuze. Kemer a rejont ul luskad nevez anvet Amished. Rannet e voe al luskad advadezour e daou skourr : ar mennoidi digor muioc'h d'ar vuhez modern ha mesket gwelloc'h gant an dud all hag an Amished, stag muioc'h ouzh an hengoun (da skouer chomont a reont feal da walc'hidigezh an treid e-kerzh lid ar Goan bet diazezet gant mennonidi an Izelvroioù ha dilezet gant re Suis, lidañ a rejont ar Goan div wech ar bloaz pa lide re Suis ur wech).

Heuliet e voe Ammann gant an darn vrasañ eus advadezourien Elzas.

Diwezhatoc'h en doe keuz. Klask a reas adskoulmañ darempred gant mennoidi Suis, en aner.

Argas an advadezourien diouzh Elzas[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1712 an Ao. de la Houssaye, merour Elzas, a resevas an urzh a-berzh Loeiz d'argas an holl advadezourien. Ne voe ket sentet strizh ouzh an urzh-se.

Skrivañ a reas de la Houssaye d'ar velied reiñ keloù d'ar re a oa o chom en o beliezh d'an 9 a viz Gwengolo 1712.

Daoust d'ar c'heloù-se, bet embannet meur a wech e chomas un toullad advadezourien en Elzas[7].

E 1727 e c'houlennas ar merour, an Ao.de Harlay, e voe savet roll resis an advadezourien chomet en Elzas.
Kaset e voe d'ar roue d'ar 24 a viz Du 1727.

Respont a reas ar ministr Nicolas Prosper Bauyn d'Angervilliers d'ar 7 a viz Mezheven 1728 o lavarout e asante ar roue e chomfe amished en Elzas gant ma vefe stabil o niver. Ret oa d'a gerent kas e diavaez ar rouantelezh o bugale tizhet ganto an oad a furnez anez da vezañ argaset d'o zro.

Chom a reas un toullad advadezourien en Elzas ha goulenn a rejont digant ar ministr dug a Choiseul ne vefe ket Elzasis rediet da douiñ le dirak al lezioù-barn zoken. Nac'het e voe en ul lizher kaset d'ar 6 a viz Ebrel 1766 war zigarez ne oa netra diwar-benn ar c'hraf-se e Feur-emglev Westfalen (24 a viz Here 1648) a stage Elzas ouzh Frañs. D'an 9 a viz Gwengolo 1766 e kinnige ar roue argas an advadezourien ma raent c'hoazh goulennoù e-giz-se.

Kondaonet e voe un advadezour eus Durrenentzen, Jacques Frey, hag argaset evit bezañ nac'het touiñ le. Aprouet e voe an diviz gant Choiseul dre ul lizher kaset d'an 10 a viz Meurzh 1770.

Ouzhpenn e veze rediet anadvasezourien da baeañ d'ar veleien an telloù a baee ar gatoliked. Rediet e oant ivez da baeañ gopr ar mestr-skol daoust dezho chom hep kas o bugale d'ar skol (barnadenn ar 27 a viz Gwengolo 1747).

An darn vrasañ eus an Amished o doa klasket repu e Priñselezh Montbéliard.

Betek penn kentañ an XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An darn vrasañ eus an Amished elzasat a chomas en Europa betek penn kentañ an XIXvet kantved pa oa aet an holl vennoidi d'en em staliañ en Amerika endeo.

Aet int da Amerika e penn kentañ an XIX vet kantved ha ne chomas ket kalz e Frañs. 3000 a oa e 1900, aet int holl davet ar c'humuniezhioù mennoat.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Meur a hini, « Les Anabaptistes Mennonites d’Alsace », Saisons d'Alsace Patrom:N°, Librairie Istra, 1981.
  • Robert Baecher, « La communauté anabaptiste du bailliage de Sainte Marie-aux-Mines, 1690-1730 » e Souvenance anabaptiste, 1987, p. 57-91.
  • Robert Baecher, « Amman Jacob, le "patriarche" de Sainte-Marie-aux-Mines », Les Amisch : origine et particularisme 1693-1993, Ingersheim, AFHM, 1996, p. 55-71.
  • Robert Baecher, « Le patriarche de Sainte-Marie-aux-Mines », Société d’histoire du Val de Lièpvre, kaier Patrom:Numéro, 1997, p. 27-40.
  • Marie-Madeleine Balland, « Les Anabaptistes des fermes de la Haute Broque », Société d’Histoire du Val de Lièpvre, kaier Patrom:Numéro, 1966.
  • Philippe-André Grandidier, « Anabaptistes », extraits des manuscrits inédits de Grandidier, Revue d’Alsace, 1867, Patrom:Pp. 208-221.
  • Charles Mathiot et Roger Boisgeol, Recherches historiques sur les anabaptistes de l'ancienne principauté de Montbéliard, d'Alsace et du Territoire de Belfort, Collection "Essais sur l'Histoire du protestantisme français", Éditions Le Phare, Flavion (Belgia), 1969.
  • (en) John D. Roth, Letters of the Amish Division: A Sourcebook, Mennonite Historical Society, Goshen, Indiana, 1993.
  • Jean Rott, « Jacob Amann », in Nouveau dictionnaire de biographie alsacienne, levrenn. 1, p. 37
  • Association Française d’Histoire Anabaptiste-Mennonite (dir.): Les Amish : origine et particularismes 1693–1993. Actes du colloque de Sainte-Marie-aux-Mines 19–21 août 1993, Ingersheim, 1996, (ISBN 2950933300).

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Dielloù departanamt ar Roen-Uhel E. 2808. Srivet eo an anv Jakob Aman.
  2. Charles Mathiot ha Roger Boigeol, Enklaskoù istorel a-zivourt advadezourien Priñselezh kozh Montbéliard, Elzas ha Belfort, dastumad "essais sur l'histoire du protestantisme français, Éditions Le Phare, Flavion (Belgia), 1969, pages 30 ha war-lerc'h
  3. AHR E 2808.
  4. Hep kontañ a re a oa staliet endeo
  5. Stag oa ar Val de Liepbre ouzh Echéry AHR 4 E83.
  6. Jakob Ammann est dénommé « Le Patriarche » par de la population locale et les instances administratives de la vallée de .
  7. Ret eo gwelout ne oa ket staliet mat c'hoazh beli Frañs war Elzas. Ul lodenn eus traonienn Sainte-Marie-aux-Mines a oa dindan beli Dugelezh Loren.