Minden

Eus Wikipedia
Kreiz-kêr Minden

Minden (distaget ['mɪndən] en alamaneg) zo ur gêr eus Alamagn, e biz Land Nordrhein-Westfalen. War lez ar stêr Weser emañ, e kreis Minden-Lübbecke. E dibenn 2015 e oa 81 598 a dud o chom enni.


Bremañ emañ Minden e kroashent ar Mittellandkanal hag ar Weser, gant un dourbont dreist ar Weser. E kreiz-kêr e weler savadurioù eus an Azginivelezh, evel an iliz-veur.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouet e voe Minden war-dro ar bloaz 800. Betek an Disivoud e oa sez un eskopti katolik, Eskopti Minden.

Gant Feur-emglev Westfalen, e 1648, e teuas Minden e-barzh rouantelezh Brandenburg-Prusia. E 1759 e voe trec'het ar C'hallaoued en emgann Minden.

Kêr-benn priñselezh Minden e voe betek brezelioù Napoleon. E 1814 ez eas e-barzh Prusia en-dro ha dont da vezañ ul lodenn eus Proviñs Westfalen.