Mont d’an endalc’had

Imprimatur

Eus Wikipedia
Buhez Mikael an Nobletz (1928)
Un imprimatur roet e New York

An imprimatur ("ra vo moullet") eo an aotre da embann roet en Iliz katolik gant an eskob.
Orin istorel an imprimatur eo ar vuilh babel Inter sollicitudines embannet d'ar 4 a viz Mae 1515 gant Leon X.
An imprimatur katolik zo teir siell anezhañ : an imprimi potest ("moullañ a c'heller"), an nihil obstat ("netra ne vir"), hag an imprimatur end-eeun.
Oberennoù zo bet embannet hep imprimatur, gant beleien zoken(Daveoù a vank), met alies e vez lakaet neuze ul lizher a-berzh an eskob evel rakskrid, da gemenn eo kristen spered an oberenn.

An oberennoù a rank kaout un imprimatur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez ar gwir kanonek, gwir an Iliz, en hon amzer (rannoù 822 betek 832), ez eus oberennoù hag a rank kaout un imprimatur evit gallout bout moullet : ar skridoù relijiel (levrioù pedennoù, katekizoù, bibloù, doueoniezh, gwir hag istor an Iliz).

Lod levrioù zo bet embannet gant aotre an eskob hep ma vefe moullet ar ger imprimatur. Ur skouer eo Kantikou brezounek – Eskopti Kemper ha Leon, "moullet e ti Arsène de Kerangal, mouller an Eskopti", ma lenner :

ADOLPHE DUPARC, Eskop Kemper ha Leon,
Rei a reomp kounje d'ann A. DE KERANGAL, mouller ann Eskopti, da voulla Kantikou Brezounek Eskopti Kemper ha Leon, renket a nevez dre urz ann Aotrou'nn Eskop Nouvel.
Roet e Kemper, gant hor sinatur, siell hon armou ha sinatur hor Sekretour, ann 2 a viz Here 1908.

ADOLPH, Eskop Kemper ha Leon.
Dre urz ann Aotrou'nn Eskop : J. M. PILVEN, Chaloni a henor, Secret. jeu. ann Eskopti.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Toull al lakez, embannadur kentañ. A c'haller lenn e lec'hienn levraoueg niverel skol-veur Roazhon 2.
  2. ÉVÊCHÉ DE SAINT-BRIEUC & TRÉGUIER, roet d'ar 21 Juin 1878 gant AUG. CHATTON, VIC. GEN..
  3. Buhez ar Sent/1912.
  4. Da lenn e Wikimammenn : Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.
  5. Roet e Kemper d'an 22 c'houevrer 1929 gant P. MESSAGER, vikel-vras.
  6. « An eur zantel en ti e doug an noz – Gant an Tad Mateo Crawley-Boevey euz Urz âr C'halonou Sakr (Picpus) »  ; meneg ebet eus an ti-embann pe eus an ti-moullañ.