Hent-houarn Konk-Kerne – Karaez
Neuz
Linenn hent-houarn Konk-Kerne – Karaez | |
---|---|
« Tren ar Pesked » | |
Ti-gar Konk-Kerne
| |
Riez | Breizh |
Kêrioù | Konk-Kerne • Rosporden • Kore • Kastell-Nevez-ar-Faou • Landelo • Kledenn-Poc'hêr • Karaez |
Istor | |
Digoradur | 1895-1899-1905 |
Klozadur | 1955 |
Korvoerien |
|
Spisverkoù teknikel | |
Hirder | 64 km |
Treuz | Strizh (1,0 m) |
Tredan | Ket |
Forzhioù | 1 |
Ul linenn hent-houarn zo bet etre Konk-Kerne ha Karaez e departamant Penn-ar-Bed e Breizh. Un linenn strizh he zreuz e oa, evel ar braz eus linennoù Rouedad Breizh.
Staliet e a oa bet evit pourchas pesked (touned dreist-holl) da dud Kreiz Breizh hag a oa war hent an dizeriañ dre ziouer a vouedennoù Omega3. « Tren ar Pesked » e oa lesanv al linenn neuze.
Bloaziadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1añ a viz Ebrel 1895 : digoradur an troc'had Kont-Kerne – Rosporden – Kore.
- 1añ a viz Ebrel 1899 : digoradur an troc'had Kore – Kastell-Nevez-ar-Faou.
- 1añ a viz Ebrel 1905 : digoradur an troc'had diwezhañ, Kastell-Nevez-ar-Faou – Landelo – Kledenn-Poc'hêr – Karaez.
- 1añ a viz Ebrel 1955 : klozadur al linenn.
- 1añ a viz Ebrel 1995 : dre m'eo bet an Departamant perc'henn war al linenn a-hed he buhez e laka distaliañ ar roudennoù da reiñ tremen da girri-samm arbennik evit kas pesked da Greiz-Breizh, a vez bepred o c'houzañv.
Tres
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- PK = Poent Kilometrek, an hed adalek ti-gar Konk-kerne.
Ehan | Konk-Kerne | Rosporden | Kore | Kastell-Nevez-ar-Faou | Landelo | Kledenn-Poc'hêr | Karaez |
---|---|---|---|---|---|---|---|
PK | 0 | 11 | 21 | 42 | 50 | 54 | 64 |