Mont d’an endalc’had

Hent-houarn Brest Porspoder

Eus Wikipedia
Linenn hent-houarn
Brest – Porspoder
Gar Porspoder
Bro Breizh
Kêrioù Brest, Lambezelleg, Gwiler-Leon, Lokournan, Gwitalmeze, Porsal, Porspoder
Istor
Digoradur 1893-1913
Treuz orin 1,0 m
Korvoerien
  • CFDF
Klozadur
Spisverkoù teknikel
Hirder 42 km
Treuz Strizh (1,0 m)
Tredan Ket
Forzhioù 2
Tremenerezh
Perc'henn

An Hent-houarn Brest Porspoder a oa ul linenn hent-houarn a oa etre Brest ha Porspoder, e Bro-Leon, e departamant Penn-ar-Bed, e Breizh.

E miz Eost 1888 en doa divizet Kuzul-meur Penn-ar-Bed krouiñ meur a linenn hent-houarn, dezho ur metr treuz, hag en o zouez ul linenn etre Brest ha Gwitalmeze. Echuet e oa bet an tennad etre Brest ha Gwitalmeze e 1893. Astennet e voe betek Porsal, ur porzh-mor e kumun Gwitalmeze, ha digoret e voe an eil tennad-se d'ar 14 a viz Gouere 1899. Un trede tennad, da vont betek Porspoder, a voe digoret d'an 13 a viz Mae 1913.

Da gentañ-penn e voe fiziet al linenn er Chemins de Fer Armoricains (CFA), ha goude-se er Chemins de Fer Départementaux du Finistère (CFDF).

Daou bont a voe ret sevel evit an hent-houarn-se : an eil e Lambezelleg, savet e 1893 gant Louis Harel de la Noë, hag egile e Kersent etre Porsal ha Landunvez.

Karrbont Kersent

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]