Mont d’an endalc’had

Hemolc'h an Unkorneg

Eus Wikipedia
Penn an unkorneg

Hemolc'h an Unkorneg, anvet Pallennoù-moger an unkorneg ivez, zo un heuliad seizh pallenn-moger gwiadet e Flandrez e-tro ar bloavezhioù 1495-1505, e deroù an Azginivelezh eta, diwar gartonoù graet e Bro-C'hall ha war goulenn Anna Breizh evit doare. E The Cloisters, ur rann eus The Metropolitan Museum of Art (MET) e New York, emañ war ziskouez hiziv.

Abadennoù gwenaerezh enno noblañsoù o hemolc'hiñ eo an dodenn ; pikerien ur floc'h zo o redek un unkorneg kent e bakañ evit e gas da lez un aotrou hag e wreg.

N'eur ket peursur ez eo bet aozet ar pallennoù-moger-se e stumm un heuliad, rak disheñvelderioù er mentoù hag e stil ar skeudennoù o deus lakaet gouizieien da glask gouzout ha n'eo ket Hemolc'h an Unkorneg un dastumad oberennoù a oa dizalc'h en eil re diouzh ar re all.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Brusel moarvat, pe e Liège marteze, e voe gwiadet Hemolc'h an Unkorneg[1]. Levezonet gant al livouriezh c'hall eo an tres war a hañval[2], pa gaver ennañ elfennoù eus stil en engravadurioù war goad pe vetal a veze moullet e Pariz e dibenn ar XVvet kantved[3].

Marteze e oa bet gourc'hemennet Hemolc'h an Unkorneg gant Anna Breizh hag he fried Louis XII evit François I de La Rochefoucauld († 1516), a voe kambrelan ar rouaned Charles VIII ha Louis XII, o-daou priedoù Anna Breizh, rak e dalc'h eil tiegezh La Rochefoucauld e chomas an oberenn e-pad kantvedoù betek ma voent merket e renabl peadra an tiegezh er bloaz 1728 : pemp pallenn-moger a oa en ur gambr e kastell Verteuil e Charente, an daou all o vezañ miret en ur sal e-kichen ar chapel.

E-kerzh an Dispac'h gall e voe preizhet ar c'hastell ha gwastet e voe ar pallennoù-moger, a oa bet lakaet da c'holeiñ legumaj. E kreiz ar bloavezhioù 1880 e tistrojont d'an tiegezh La Rochefoucauld ; ar pempvet arvest a oa bet troc'het e daou damm evit servijout da rideozioù ur gwele[4].

Er bloaz 1922, an arc'hantour ha dengarour stadunanat John Davison Rockfeller Jr. (1874-1960) a zic'hodellas ur milion a zollaroù bennak evit prenañ ar pallennoù-moger [1]. C'hwec'h anezho a voe ispilhet en e di betek ma voe savet The Cloisters ; da neuze e profas J. D. Rockfeller Hemolc'h an Unkorneg d'ar Metropolitan Museum of Art e 1937 hag e prenas ivez an daou damm a oa chomet e dalc'h an tiegezh La Rochefoucauld, kent o frofañ d'ar MET ivez[5].

E 1998 e voe naetaet ha ratreet ar pallennoù-moger : a-raok o lakaat da soubañ en dour e voe lamet al lienoù lin a c'holoe o zu-gin, ha kavet e voe e oa flammoc'h c'hoazh a livioù eno eget ma oant en tal. Luc'hskeudennoù niverel a voe kemeret dre skanniñ an oberenn a-dammoù 90 cm x 90 cm ; 24 luc'hskeudenn 5 000 x 5 000 piksel a voe ret evit luc'hskeudenniñ ar pallennoù brasañ.

Deskrivadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Setu amañ dodennoù ar seizh pallenn-moger a ya da ober Hemolc'h an Unkorneg ; re ar MET eo an anvioù saoznek.

  • Uhelder dre ledander eo ar mentoù. Lakaet kichen-ha-kichen, ar seizh pallenn a c'holo ur gorread a 77 m² ; e-tro da 88 m² moarvat e oa gorread an heuliad klok, mar lakaer ar 5vet da ventoù keitat ar re all (3,683 x 3,436 m x 7 = 88,58 m²).
1. The Hunters Enter the Woods ("Emañ an hemolc'herien o vont tre er goadeg").
  • Ment : 3,683 x 3,150 m (11,60 m²).
  • Unan eus an oberennoù diwezhañ ma weler un drekleur mille fleurs ("mil boked") eo ar pallenn kentañ, pan eas ar c'hiz da get en Azginivelezh goude bout bet paot er Grennamzer[6].
  • Ar mille fleurs ac'h a 101 spesad plant ouzh o ober ; 85 anezho zo bet anavet gant louzawourien[7],[8].
  • Pemp gwezh e weler an unarouez "AE" (gant an E tuginet, "AƎ") war ar pallenn ; hervez James J. Rorimer, bet rener The Cloisters er MET, e rafe dave da AnnE (Anna Breizh)[9] hogen distroadet eo bet ar c'hinnig-se e 1974 gant Margaret Freeman (op. cit.) hag e 1998 gant Adolph S. Cavallo d'he heul (op. cit.). Dianav e chom perc'henn(ez) kentañ an oberenn eta.

2. The Unicorn Purifies Water ("An unkorneg o c'hlanaat dour").

  • Anv all : The Unicorn Is Found ("Kavet eo an unkorneg").
  • Ment : 3,683 x 2,785 m (10,26 m²).
  • Kavet eo bet o freizh gant daouzek hemolc'her. Emañ an unkorneg daoulinet dirak ur feunteun wenn ma'z eus fazaned ha pabored kanaber kludet war he barlenn ; loened all zo ivez, koulz eus Europa hag eus broioù all. Plant hag a oa brudet er Grennamzer evel enepkontammoù d'ar pistri zo e-kichen ar feunteun : aouravaloù (Citrus sinensis), rozinil (Calendula officinalis) ha saoj (Sarvia officinalis ; sanket eo korn an unkorneg en dour a zever eus ar feunteun, evel evit e c'hlanaat.
  • E pep korn emañ an unarouez "AƎ", gant un erminig pe ur flourdilizenn etre an div lizherenn.

3. The Unicorn Crosses a Stream ("An unkorneg o treuziñ un dourredenn");

  • Ment : 3,683 x 4,267 m (15,72 m²).
  • Hervez an hengoun ne c'heller ket diaezañ un unkorneg pa vez oc'h ober un dro hud, neuze e c'hoarvez an arvest-mañ goude abadenn ar feunteun. Emgann zo, goafioù zo buket war ar preizh, kornioù zo sonet, kon zo ouzh e harellat. Gloazet eo talier an unkorneg, a lamm dreist ur wazh-dour evit klask tec'hel diouzh an dagerien. En drekleur war an tu dehou e weler kastell an aotrou.
  • Ouzhpenn d'an unraouez "AƎ" erminiget pe flourdilizet e pep korn ez eo bet gwiadet "FR" erminiget pe flourdilizet ivez e kreiz al laez, a c'hellfe bout unarouez François de La Rochefoucauld.

4. The Unicorn Defends Himself ("Em zifenn a ra an unkorneg").

  • Ment : 3,683 x 4,013 m (14,78 m²).
  • Tri hemolc'her zo o klask lazhañ an unkorneg gant o goafioù. Em zifenn a ra al loen dre winkal en ur sankañ e gorn en ur puze. Er c'hogn kleiz izelañ ez eus un hemolc'her o seniñ ur c'horn ; war gouhin e gleze ez eus skrivet Ave regina coeli, "Kevarc'h rouanez an neñv". Botoù o fennoù ront, bragoù strizh, pennadoù blev ha togoù an hemolc'herien zo diouzh giz dibenn ar XIVvet kantved ha deroù ar XVvet kantved.
  • E pep korn emañ an unarouez "AƎ", gant un erminig pe ur flourdilizenn etre an div lizherenn.

5. The Unicorn Surrenders to a Maiden ("Kodianañ d'un dimezell a ra an unkorneg").

  • Diglok eo an arvest, daou damm hepken zo erruet betek ennomp.
  • Ment : 1,689 x 0,648 m (1,09 m²).
  • Doñvaet eo bet an unkorneg, war a hañval, ken e tiskouez bout diseblant ouzh ar c'hi a zo o lipat e c'houlioù. N'eo ket gant ar vaouez a weler en he sav ez eo bet doñvaet avat : emañ o sellet ouzh unan all, a zo aet da get da heul gwastadennoù an Dispac'h gall ; he brec'h gwisket e voulouz ruz a weler c'hoazh, koulz hag he bizied a zo o flourañ moue al loen marzhus.
  • Amsklaer eo roll ar vaouez a zo en he sav, savet he dorn kleiz hag o sellet a-gorn ouzh un hemolc'her armet ha darev da seniñ e gorn : ha herzel outañ a lazhañ an unkorneg a ra-hi, pe ober sin outañ da c'hortoz ur pennad ?
  • Er c'horn kleiz uhelañ emañ an unarouez "AƎ", gant un erminig pe ur flourdilizenn etre an div lizherenn. Kollet eo bet an tri all hep mar ebet.

6. The Hunters Return to the Castle ("An hemolc'herien o tistreiñ d'ar c'hastell").

  • Ment : 3,683 x 3,886 m (14,31 m²).
  • Daou zarvoud zo diskouezet ; en tu kleiz : pevar fuze zo o tantañ an unkorneg, daou hemolc'her a blant o goaf en e c'houzoug hag en e vruched, endra ez eus adrekañ ur piker prest d'e servijout (e beurgas, e beurlazhañ) gant e gleze.
  • En tu dehou : emeur o tegas an unkorneg d'un itron ha d'un aotrou dirak o c'hastell. Lakaet eo bet korf-marv an unkorneg a-dreuz kein ur marc'h ; troc'het eo bet e gorn dija. Izili eus lez an aotrou zo oc'h arvestiñ, koulz ha tud all dre brenestr unan eus tourioù ar c'hastell.
  • "AƎ" zo er c'hornioù kleiz uhelañ. hag izelañ.

7. The Unicorn Rests in a Garden ("An unkorneg o tiskuizhañ en ul liorzh").

  • Ment : 3,683 x 2,515 m (9.27 m²).
  • Marteze e oa bet gwiadet an arvest-se en e-unan a-raok bout lakaet en heuliad. Emañ an unkorneg — gant e gorn sonn a-nevez — nasket ouzh ur wezenn en ur c'hloziad. Re hir eo ar chadenn avat, ha re izel ar gloued : aes e vefe d'al loen marzhus lammat dreist hag em gavout en diavaez mar fellfe dezhañ. Met plijus eo ar meni liorzh-se, ma'z eo puilh hag azv ar greunavaloù.
  • Tarchoù ruz zo war vlevenn an unkorneg hogen gwad n'int ket peogwir ne weler gouli ebet ; chug o tont eus ar frouezh a-us int moarvat.
  • "AƎ" zo gwiadet war kef ar wezenn.

Teknik[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a zen zo bet o labourat evit fardañ Hemolc'h an Unkorneg. Kilvizien da gentañ, rak bras-bras, 4 metr dre 4 metr o ment d'ar bihanañ, e oa ar sternioù-gwiader ma voe fardet ar pallennoù-moger-se.

Un den — pe meur a hini, hervez an diforc'hioù a stil a verzer a ballenn da ballenn — a savas an istor a vefe diskouezet war an heuliad pallennoù. Goude-se e voe tud o tresañ hag o livañ war ar c'hartonoù bras-divent a vefe fiziet e gwiaderien ha gwiaderezed niverus.

Gloan kriz eo an anneuennoù (an neudennoù a zo stegnet a-serzh war ar stern-gwiader) ; dre ma veze kenderc'het kalz gloan e trowardroioù Brusel e oa boutin-boutin e implij er gwiadiñ.

Gloan, seiz, orjal aour hag arc'hant eo ar steuenn (an neudennoù a zo lakaet a-led dre lakaat ur vulzun da dremen dreist ha dindan an anneuennoù). Ar seiz avat a oa diaes-bras da gavout ha koustus-kenañ, ar pezh a ziskouez pinvidigezh perc'henn(ez) Hemolc'h an Unkorneg. Kalz tud c'hoazh zo bet rekis evit fardañ ha livadennañ neudennoù ar steuenn.

Dielfennet eo bet kimiezh livegennoù neudennoù ar steuenn, a zo chomet flamm betek hiziv ; diwar plant ez int bet fardet : rezeda al livadennerien (Reseda luteola) evit ar melen, gwrizienn-ruz (Rubia tinctorum) evit ar ruz, ha pastel Langedok (Isatis tinctoria) evit ar glas ; mesket e veze an tri liv diazez-se evit kaout un niver bras ag arlivioù, a voe kreñvaet gant an neudennoù metalek[10].

Dielfennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daou zoare zo da gompren en Hemolc'hadeg an Unkorneg : an hini pagan, karantez ha dimez, hag an hini kristen, Pasion Jezuz.

Merkañ a reer e c'hoarvez ar pempvet arvest, kodianidigezh an unkorneg, en ul liorzh kloz (hortus conclusus e latin ar Grennamzer), ar pezh a gas koulz da liorzhoù boutin ar mare ha da Liorzh Eden ar Bibl ; alies e vez an hortus conclusus un arouez eus glannder ha gwerc'hded un dimezell.

Er c'hwec'hvet arvest ez eo strobet korn ha gouzoug al loen en ur gurunenn kelenn a laka da soñjal e kurunenn drein Jezuz Nazaret ; e dremenvan a vefe aroueziet gant hini an unkorneg.

An dimez hag ar strujusted zo aroueziet gant ar greunavaloù er pallenn diwezhañ, evel ma oa ar c'hiz er Grennamzer ; e-touez ar plant ez eus askol (Carduus), orkide ha teod-ejen (Bistorta officinalis), o-zri oc'h aroueziañ an dimez c'hoazh ha brudet evit sikour gwazed ha maouezed da gaout bugale ; ur gleskerig zo kuzhet er c'horn dehou izelañ : er Grennamzer e veze karet abalamour ma vez trouzus-bras da vare an embarañ.

Heverk eo ar fed ma c'hall an unkorneg tec'hel kuit diouzh ereoù an dimez : falspromesaoù e vez ar garantez a-wezhioù.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (en) Cavallo, Adolph S.. The Unicorn Tapestries at the Metropolitan Museum of Art. New York : Metropolitan Museum of Art, 1998 (ISBN 978-0-87099-868-3)
  • (fr) Erlande-Brandenburg, Alain. La « chasse à la licorne » et la « Dame à la licorne ». In : Bulletin monumental,levrenn 3, niv. 1. Paris : Société française d'arc'héologie, 1975, pp. 88-90. Kavet : 15 Even 24.. New York : Metropolitan Museum of Art, 1998 (ISBN 978-0-87099-868-3)
  • (en) Freeman, Margaret B.. The Unicorn Tapestries. New York : The Metropolitan Museaum of Art, 1974 • Lenn en-linenn. Kavet : 15 Even 24.
  • (fr) Verlet, Pierre (1977). La tapisserie – Histoire et technique, du XIVe au XXe siècle. Lausanne : Edita, 2000 (ISBN 978-2-88001-044-7)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Metropolitan Museum of Art
All

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 1,0 ha1,1 (en) Preston, Richard. Capturing the Unicorn @ The New Yorker, 03/04/2005. Kavet : 15 Even 24.
  2. Verlet, 2000, p. 26.
  3. Freeman, 2000, p. 44.
  4. Fremman, 1974, p. 50.
  5. Cavallo, 1998, p. 15.
  6. Verlet, 2000, p. 15.
  7. (en) Alexander, E. J. & Woodward, Carol H.. The Flora Of The Unicorn Tapestries. In : Journal of the New York Botanical Garden, 42 (497), pp. 105–122. Kavet : 15 Even 24.
  8. (en) Alexander, E. J. & Woodward, Carol H.. Check-List Of Plants In The Unicorn Tapestries. In : Journal of the New York Botanical Garden, 42 (497), pp. 141–147. Kavet : 15 Even 24.
  9. (en) Rorimer, James J. The Unicorn Tapestries Were Made For Anne Of Brittany. In : The Metropolitan Museum of Art Bulletin, New Series, Vol. 1, No. 1, Hañv 1942, pp. 7-20. Kavet : 15 Even 24.
  10. Freeman, 1974, p. 44