Hayim Nahman Bialik
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Impalaeriezh Rusia, Palestina fiziadour |
| Anv e yezh-vamm an den | חיים נחמן ביאַליק, חיים נחמן ביאַליק |
| Anv-bihan | Haim, Nahman |
| Anv-familh | Bialik |
| Deiziad ganedigezh | 6 Gen 1873 |
| Lec'h ganedigezh | Ivnytsia |
| Deiziad ar marv | 4 Gou 1934 |
| Lec'h ar marv | Vienna |
| Lec'h douaridigezh | Trumpeldor cemetery |
| Pried | Manya Bialik |
| Yezhoù komzet pe skrivet | hebraeg, alamaneg, rusianeg, yideg |
| Yezh implijet dre skrid | yideg |
| Lec'h labour | Palestina fiziadour |
| Deroù ar prantad labour | 1890 |
| Dibenn ar prantad labour | 1934 |
| Diellaouet gant | Gnazim Institute archive |
| Oberennoù zo en dastumad | Wereldmuseum |
| Bet kinniget evit | Priz Nobel al Lennegezh, Priz Nobel al Lennegezh |
| Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |

Hayim Nahman Bialik (Radi, Ukraina, Impalaeriezh Rusia, 9 a viz Genver 1873 - Vienna, 4 a viz Gouere 1934) a oa ur skrivagner ha troer yuzev, a skrivas e yidicheg hag en hebraeg. Unan eus barzhed vrasañ Israel eo ha sellet a reer outañ evel ur "barzh broadel" er vro-hont, daoust ma varvas 14 vloaz a-raok savidigezh stad Israel.
Embann a reas e varzhoneg kentañ e 1892. En deroù e skrivas e yidicheg dreist-holl, en Impalaeriezh Rusia, betek 1915. Goude-se ez eas da Alamagn ha war-lerc'h da Balestina, a oa fiziet he melestradur da neuze e gouarnamant Breizh-Veur. E 1924 e reas e annez da vat e Tel Aviv. E 1927 e teuas da vezañ kadoriad Unaniezh ar Skrivagnerien Hebraek. Mervel a reas e Vienna, en Aostria, goude bezañ oberataet eno.
En e varzhonegoù e vez anv alies eus an troc'h etre ar relijion hag ar Sklêrijenn. Skrivañ a reas ivez diwar-benn ar pogromoù a-enep ar yuzevien ha diwar-benn ar garantez. Savet en deus, c'hoazh, barzhonegoù evit ar re yaouank. E varzhoneg anavezetañ, moarvat, eo Hachnasini Tachat knafeeg (kemer ac'hanon dindan hoc'h askell). Embann ha treiñ a reas meur a levr en hebraeg, diwar yezhoù eus kornôg Europa (Julius Caesar, gant Shakespeare, Wilhelm Tell gant Schiller, Don Quixote gant Cervantes, barzhonegoù gant Heine...).
Kalz eus e varzhonegoù zo bet lakaet sonerezh warno gant sonaozourien eus Israel. Deuet eo e di e Tel Aviv da vezañ ur mirdi hag ur greizenn sevenadurel, "Beit Bialik".