Harvey Weinstein

Eus Wikipedia
Harvey Weinstein e 2014

Harvey Weinstein, ganet d'an 19 a viz Meurzh 1952, zo ur produour filmoù stadunanat. Gant e vreur Bob Weinstein en doa krouet an embregerezh dudi Miramax, a broduas filmoù dieub gant berzh bras. E-touezh ar re se Sex, Lies, and Videotape (1989), The Crying Game (1992), Pulp Fiction (1994), Heavenly Creatures (1994), Flirting with Disaster (1996), ha Shakespeare in Love (1998).

Ar vreudeur o deus bet kuitaet Miramax evit sevel an embregerezh The Weinstein Company, ur studio filmoù. Bez eo bet Harvey rener gant e vreur etre 2005 betek 2017.

Rula Jabreal gant Harvey Weinstein e 2010.

E miz Here 2017, goude ma vefe deuet war-wel rebechoù lies tagadennoù reizhel a-berzh Weinstein, e voe skarzhet eus e embregerezh kement hag eus an Academy of Motion Picture Arts and Sciences. D'an 31 a viz Here, ur 80 maouez bennak o devoa rebechet tagadennoù reizhel gant Weinstein. Goude ar c'hlemmoù-se e oa bet savet en hashtag "#MeToo" war ar rouedadoù sokial. Sikouret e voe ar maouezed o doa gouzañvet tagadennoù reizhel da embann o soñjoù pe testenioù dreist-holl a-enep paotred c'halloudus. Kaoz zo bet eus an "Efed Weinstein".

An Afer Weinstein[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rebechoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz Here 2017, The New York Times ha The New Yorker a embanne pennadoù a zisklêrie e oa un daouzek bennak a vaouezed a rebeche da Harvey Weinstein da vezañ taget reizhel, betek gwallet anezho. Un toullad maouezed all eus industrielezh ar filmoù stadunanat o doa bet kendalc'het gant an testenioù a-enep Weinstein. An hini 'mañ evel respont en doa nac'het a-grenn ar rebechoù. Paeet en doa ez spierien eus ar Mossad[1] evit klask piv a oa ar merc'hed a rae rebechoù dezhañ ha penaos o lakaat da devel[2].

An harzadenn ha tamalloù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar 25 a viz Mae 2018, Weinstein a oa rebechet dezhañ gant an New York City Police Department "rape, criminal sex act, sex abuse and sexual misconduct for incidents involving two separate women". Memes devezh e oa harzet goude bezañ en em rentet d'ar polis[3].

Weinstein a voe dieubet nebeut amzer goude e varnadenn rebech en eskemm d'e paseporzh ha d'un tailh-kastiz ur milion dollar. E alvokad Benjamin Brafman, hag en devoa difennet DSK e-pad Afer ar Sofitel, en deus embannet e vefe disklêriet gant Weinstein e oa "nann kablus"[4].

Buhez prevez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimezet eo bet gant Eve Chilton etre 1987 ha 2004. Etre 2007 ha 2017 e oa dimezet gant Georgina Chapman, met kuitaet he deus anezhañ ur wech ma oa kroget an afer Wenstein.

Stourm politikel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Wenstein a ro harp a-gozh d'ar Strollad Demokratel stadunanat. Sikouret en devoa da rastellañ arc'hant evit kampagn Barack Obama, hini Hillary Clinton ha John Kerry.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]