Mont d’an endalc’had

Gweuz

Eus Wikipedia
Meur a ziweuz maouezed

An diweuz, pe muzelloù, pe c'hoazh lapennoù en un doare kaozeek, eo lodennoù kigennek diavaez ar genoù a c'holo dent an dud en nec'h hag en traoñ.

Distokañ o muzelloù a ra an dud pa gomzont ha pa vousc'hoarzhont, ha muioc'h c'hoazh pa zebront, pa c'hoarzhont, ha pa huchont. Gant an diweuz ivez eo ez ezteuler lod soñjoù neuze : mousklenniñ pa vezer displijet, kammañ ar genoù pa vezer er boan.

Pokat a vez graet gant ar muzelloù. Daou seurt pokoù zo dre vras: ar re gant muzelloù stardet hag ar re gant muzelloù digor.

Goude debriñ un dra saourus e plij d'an dud lipat o diweuz.

Tud zo a liv o muzelloù: ruz-muzelloù e vez peurlieasañ, met a bep seurt livioù all zo.

Tud zo a laka toullañ o muzelloù da blantañ traezhoù metalek enne, gwalennoù serr pe zigor, pe c'hoazh tachoù pe spilhennoù.

Alies e vez ar vorianed gweuzekoc'h, pe muzellekoc'h, eget an dud all. Lod merc'hed en Afrika a astenn o gweuz izelañ a-nebeudoù gant pladennoù-gweuz.

Merc'hed zo a glask tevaat o divweuz evit bout hoalusoc'h d'ar baotred ; evit-se e rankont goulenn harp ar surjianerezh a strinko kollagen pe toksinoù botulek en o muzelloù.

Muzell goeñvet ur gwaz goude ur flemmadenn

Pa vez koeñvet ar muzelloù e komzer eus ur vuzellad. Kement-se a c'hall c'hoarvezout goude ur flemmadenn gant un amprevan bennak, ur wespedenn pe ur wenanenn da skouer, pe un taol dorn.

Ur c'hleñved viruzel eo an eror ; unan eus e stummoù eo koeñvadur ur vuzell kent ma teufe porbolennoù debronus warni.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.