Mont d’an endalc’had

Gwalldaol an 22 a viz Meurzh 2017 e Londrez

Eus Wikipedia
Westminster Bridge ha Palez Westminster, lec'hioù pennañ ar gwalldaol

D'an 22 a viz Meurzh 2017 e voe ur gwalldaol islamour e kreiz kêr Londrez, e Westminster Bridge, e Parliament Square ha tro-dro da balez Westminster. An arsailher a gasas ur c'harr da flastrañ baleerien war pont Westminster Bridge ha goude-se ez eas a-benn e strolladoù tud dirak dor ar palez, kent goustilhañ un ofiser polis, a voe lazhet.
Antronoz ez embannas ar Stad Islamek e oa kiriek d'ar gwalldaol e Londrez[1].

Gant daou ofiser polis all e voe lazhet ar sponter Khalid Masood (Adrian Russell Elms e anv orin) hag en devoa flastret ha lazhet daou valeer war Westminster Bridge. Kannaded ar Rouantelezh-Unanet e Westminster o devoa paouezet gant o labour, ha chomet e oant er savadur e-pad ar gwalldaol.

Kartenn pazenn-ha-pazenn eus an darvoud
Bleunioù e-koun ar gouzañvidi

C'hwec'h den a voe lazhet – ar sponter en o zouez – hag un 50 bennak gloazet, seizh anezho don-tre.
War Parliament Square e oa ivez 56 lisead breton eus Konk-Kerne ; Tri anezho a voe gloazet ha kaset d'an ospital[2].

Bilañs d'an 23 a viz Meurzh 2017
Gouzañverien (hep ar sponter)
Broadelezh Marvet Gloazet Hollad
Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet31215
Republik Korea Republik Korea05[3]5
Breizh03[4]3
Bro-C'hall Bro-C'hall01[5]1
Gres Gres02[6]2
Banniel Roumania Roumania11[7]2
 Italia02[8]2
Alamagn Alamagn01[6]1
Iwerzhon Iwerzhon01[6]1
Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet11[6]2
Banniel Polonia Polonia01[6]1
Banniel Aostralia Aostralia01[9]1
 Sina01[6]1
Portugal Portugal01[10]1
Dianav022
Holl broadelezhioù kemmesket55054
Bleunioù koun e Parliament Square

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]