Gustav
Gustav zo un anv-badez alamanek, danek, hebreek, jorjiek, norvegek, rusek, slovakek, slovenek, svedek, skrivet Gustaf a-wechoù ivez e svedeg.
En islandeg e vez skrivet Gústav pe Gústaf, e poloneg Gustaw.
Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Daou zisplegadur a vez roet:
- unan norsek
- unan slavek, eus "Gostislav", diwar "Gost'" ("kouviad") ha "slava" ("klod").
Eilstummoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Yezhoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Rouaned[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eizh roue e Sveden zo bet anvet Gustav, adalek Gustav Iañ Vasa betek ar roue a vremañ Carl XVI Gustaf.
- Gustav Iañ, roue a lakaas fin da Unaniezh Kalmar hag a roas an dizalc'hted da Sveden, stak ouzh Danmark betek neuze.
- Gustav II Adolf , penn-brezel e-pad Brezel an Tregont Vloaz, lesanvet Leon an Norzh;
- Gustav III, gwarezer an arzoù, adsaver an hollveliegezh
- Gustav IV Adolf
- Gustav V
- Gustaf VI Adolf
- Karl X Gustav
- Charlez XVI Gustav, roue a vremañ
Tud ordinal[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Alamagn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Gustav Fechner (1801-1887), psikologour ha prederour
- Gustav Hartlaub (1814-1900), mezeg hag evnoniour
- Gustav Ludwig Hertz, fizikour, Priz Nobel
Aostria[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Gustav Klimt (1862-1918), livour
- Gustav Mahler (1860-1911), piaonour, sonaozer ha penn laz-seniñ
Bro-Saoz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Gustav Holst, sonaozer
Bulgaria[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Gustav Heinse, anv-barzh Josef Klein, a orin aostrian
Latvia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Gustavs Zemgals, prezidant ar vro (1927 - 1930)
Sveden[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Gustaf Dalén, ijinour, priz Nobel
- Gustav Fröding, barzh
- Gustaf de Laval, ijiniour, ijiner hag embreger
Tchekoslovakia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Gustáv Husák, prezidant Tchekoslovakia
Traoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- al Linenn Gustav, bet savet d'an Alamaned en Italia e-pad an Eil brezel-bed