Karl X Gustav

Eus Wikipedia
Ur pennad Gustav Sveden zo ivez.
Karl X Gustav, roue Sveden, poltredet gant Sébastien Bourdon.

Karl X Gustav, ganet e 1622 e kastell Nyköping, ha marvet e 1660 e Göteborg, a oa ur priñs alaman deuet da vout roue Sveden e 1654 war-lerc'h ar rouanez Kristina Sveden, keniterv dezhañ. Klask a reas unvaniñ ar vro, ha lakaat a reas kentañ Brezel an Hanternoz da darzhañ.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab e oa d'ar c'hont alaman Johann Kasimir von Pfalz-Zweibrücken-Kleeburg ha da Katarina Sveden, merc'h da Karl IX, roue Sveden. An eil priñs eus an tiegezh Wittelsbach o tougen kurunenn Sveden e oa goude Christopher Bavaria (1441–1448).

Dimeziñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimeziñ a reas d'ur briñsez Hedwig Eleonora von Holstein-Gottorp. Ur bugel o doe, ur mab a voe Karl XI, roue Sveden war-lerc'h e dad.