Gloria Victis (c'hoari-video)

Eus Wikipedia

Gloria Victis (brezhoneg "Gloar d'ar re drec'het!") zo ur c'hoari video liesc'hoarier enlinenn doare RPG (MMORPG) sevenet hag embannet gant Black Eye Games. Embannet e oa bet war ar savenn Microsoft Windows d'an 9 a viz Even 2016. Emañ da vezañ embannet war Mac en dazont. Hervez krouerien ar c'hoari eo ur meskaj etre "Mount & Blade ha PlanetSide 2" [1] Echuet e vo gant stumme beta ar c'hoari d'ar 7 a viz C'hwevrer 2023.

Ar c'hoari a ro tro d'ar c'hoarierien da vevañ er Grennamzer war ur c'hevandir ijinet rannet e teir lodenn etre ar bobloù Ismired (doare vikinged), Midlanders (Europa grennamzerel) hag an Impalaeriezh Sangmar (Impaleriezh Persia) [2].

Arc'hantaouiñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Arc'hantaouet eo bet ar c'hoari dre ur c'hampagn Kickstarter. Abaoe an embann e 2016 n'eus ket bet eus ur c'houmanant miziek evel darn eus an MMORPG. Ur stal enlinenn a zo er c'hoari hag a werzh a bep seurt traoù, dreist-holl kemmoù neuz evit an arrebeuri, an hobregonoù... Ur moneiz a c'haller prenañ hag a vez graet "amber" anezhi.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]