PlanetSide 2

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Logo an heuliad Planetside

PlanetSide 2 zo ur c'hoari doare free-to-play ha massively multiplayer online first-person shooter sevenet hag embannet gant Daybreak Game Company. Embannet eo bet e miz Du 2012. An heuliad eo d'ar c'hoari PlanetSide, hag a oa bet embannet e 2003. PlanetSide 2 a implij al lusker c'hoari video Forgelight Engine, a ro an tu da welet milieroù a c'hoarierien o stourm war ar memes gartenn. Evel ar c'hoari PlanetSide, PlanetSide 2 a gont istor tri luskad o stourm evit bezañ mestr war un tiriad, ar blanedenn Auraxis. PlanetSide 2 a zo bet embannet war PlayStation 4 e miz Even 2015. PlanetSide 2 en deus tapet rekord ar muiañ a c'hoarierien evit ur first-person shooter er memes emgann, 1158 c'hoarier war ar memes-tro e-pad ar memes emgann.

Kostezennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Teir c'hostezenn a zo engouestlet er brezel war ar blanedenn Auraxis.

Soudarded Planetside

Republik Terran[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skourr ar gouarnamant douarel. Reut, feuls, klask a ra derc'hel dorn an Douar war tud Auraxis. Pal ar c'hostezenn-se a zo unvaniñ dreistbeverien Auraxis evit klask adliammañ ar blanedenn gant an Douar. Al livioù implijet a zo an du hag ar ruz.

Ar Republik Terran a zo sot gant an urzh hag al lezennoù. Ar brezel graet dezho gant an div gostezenn all a zo gwelet evel mammenn un dizurzh a rank bezañ gwasket garv ne ra forzh al live feulster implijet. Nerzhioù an TR a implij armoù gant tennoù bliv, bolodoù e-leizh, tankoù kreiz bliv ha nijerezhioù brezel prim.

Riegezh Vanu[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Riegezh Vanu a zo ur strollad relijiel strizhkredour don na wel spi evit an Denelezh nemet dre implij ha mestroni an hen deknologiezh estrengor kavet war ar blanedenn Auraxis. Evit al luskad-se ez eo ur pazenn a vez ret d'ober gant Mab-Den. Implij a reont teknologiezhoù a live uhel, bez o deus armoù nevez a vez mestroneit ganto nemetken war an dachenn emgann.

Kefridi pennañ al luskad a zo adkavout ar muiañ niver a objedoù bet laosket gant an dud estrengor war ar blanedenn Auraxis, gwelet a reont ar brezel evel unan santel a ro an tu dezho da furchal tiriadoù a c'hellfe kuzhañ teknologiezhoù.