Kickstarter

Eus Wikipedia
Logo Kickstarter e 2019

Kickstarter zo un embregerezh stadunanat e doare benefit corporation [1], diazezet e Brooklyn, e New York. Brudet eo gant e savenn war internet evit rastellañ arc'hant da arc'hantaouiñ steuñvioù. Pal pennañ an embregerezh eo "sikour steuñvioù ijin da vevañ" [2]. E miz Gouhere 2021, Kickstarter en doa rastellet $6,6 miliard gant harp 21 milion a roerien o arc'hantaouiñ 222 000 steuñv, evel filmoù, sonerezh, abadennoù, bandennoù-treset, kazetenniñ, c'hoarioù video, c'hoarioù taol, teknologiezhoù, embannadur, ha steuñvioù liammet ouzh ar boued [3].

Koñsolenn OUYA

An harperien a ro arc'hant en eskemm ouzh digolloù evel profoù pe arnodadoù. Gwriziennoù an doare d'ober-se zo da gavout en harp arc'hantel a oa roet gant ar paeronniezhoù arzoù, pa oa liammet an arzourien ouzh an arvesterien.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. https://www.nytimes.com/2015/09/21/technology/kickstarters-altruistic-vision-profits-as-the-means-not-the-mission.html
  2. http://www.cbc.ca/news/business/kickstarter-crowdfunding-site-officially-launches-in-canada-1.1703774 help bring creative projects to life
  3. https://www.kickstarter.com/help/stats