Gallia Cisalpina
Gallia cisalpina eo anv latin ar broviñs roman a oa dindani kompezenn ar Po, en hanternoz Italia a vremañ, betek ar stêrioù Arnus ha Rubicone er c'hreisteiz.
Anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anvet e oa bet Gallia Cisalpina gant ar Romaned abalamour ma oa etre an Alpoù ha Roma. Enebet e veze ouzh Gallia Transalpina (en tu all d'an Alpoù, d'ar Romaned).
Graet e veze ivez Gallia Transpadana, pe Gallia Citerior anezhi e latin. Lesanvet e veze ivez ar broviñs-se Gallia togata dre ma veze gwisket togaoù gant e annezidi romanekaet hag enebet e veze e-giz-se ouzh Gallia Comata, "Galia vlevek", a oa al lodenn dieub eus Galia e-lec'h ma oa bet dalc'het d'an dilhad keltiek.
Annezet e oa gant meur a boblad Galianed, en o zouez ar Voied (Boii e latin), al Lingoned (Lingones), ar Senoned (Senones), an Insubred (Insubres) hag ar Genomaned (Cenomani).
Lec'hiadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bevennet e oa Gallia Cisalpina :
- er c'hornôg gant an Alpoù ;
- en norzh gant an Alpoù ha gant al lennoù bras e-harz ar menezioù ;
- er reter gant Trieste ;
- er c'hreisteiz gant ar sterioù Rubico hag Arnus hag an Appenninoù ligurat.
Statud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Perc'hennet e oa gant ar Romaned abaoe 222 kent J.-K[1].
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouet e oa bet ar broviñs-mañ gant ar Republik roman e 81 kent J.-K. ha gouarnet e oa gant ur proprætor[2] en he c'hêr-benn Mutina (Modena hiziv). War-dro ar bloaz 42/43 kent J.-K. e voe stagetouzh Italia.
E 73 kent J.-K., Spartacus a bilas lejion Gaius Cassius Longinus, gouarnour roman ar broviñs.
Gallia Cisalpina a voe rannet gant Augustus etre teir rannvro, ha ne voe ket anezhi ken: Regio VIII Aemilia, Regio IX Liguria ha Regio XI Transpadana. Ar Regio X Venetia et Histria a voe staget ouzh Illiricum.
Ganet eo bet ar barzh Virgilius e Gallia Cisalpina.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- La Cisalpine gauloise du IIIe au Ier siècle avant J.-C. Ur studiadenn istor hag arkeologiezh gant Jean Bousquet.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Mommsen, Theodor. Histoire romaine, des commencements de Rome jusqu'aux guerres civiles. Troet diwar an alamaneg gant C. A. Alexandre. Paris : Robert Laffont, 2011 (ISBN 978-2-221-11365-3)
- ↑ Uhelreizhaouer diskarget hag anvet da c'houarnour ur broviñs.