Francesco Albani
Francesco Albani a oa ul livour italian barok eus ar XVIIvet kantved, ganet e Bologna e 1578, ha marvet eno ivez e 1660.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa Bologna, e ti ur marc'hadour seiz. Deskiñ ar vicher a eure en e gêr c'henidik, gant ar Flamank Denijs Calvaert, ha goude-se mont da Roma. Eno e studias e ti Carracci hag e labouras e stal Andrea del Verrocchio. Ur c'hevezer da Domenichino ha Guido Reni e teuas da vezañ.
A-hervez e timezas d'ur gaer a wreg ha daouzek bugel en doe diganti, kaer pe gaeroc'h an holl anezho. Setu ma oant patromoù eus ar c'hentañ, ha marc'had-mat, dezhañ.
Kelenner eo bet da Giovanni Maria Galli da Bibiena ha Girolamo Bonini
Doare da livañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Klasel ha skañv eo e zoare da livañ, gantañ e vez nimfezed hag aelezigoù noazh e-leizh (putti), o vousc'hoarzhin e-kreiz ur vro gaer, e taolennoù o deus levezonet betek livourien an XVIIIvet kantved.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar re wellañ eo :
- Karantezioù Gwener hag Adonis, engravet gant Audran ;
- Kibelladenn ha trec'h Gwener ;
- Ar Peder Elfenn ;
- Europa war an tarv.
Oberennoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jezuz hag ar Samaritanez e-tal ar feunteun
- Salmacis a bok da Hermafrodit
- An nimfenn Salmacis a wel Hermafrofit
- Dañs ar Gupidoned
- Skrapidigezh Europa
- Gwener o kouronkañ
- Mari-Madalen o penediñ
- Gwener e govel Vulkan
- Akteon troet en karv (1625-1630), Gemäldegalerie, Dresden
- Gwener ha nimfezed hag amourigoù en-dro dezhi., Mirdi ar Prado, Madrid
- Annonciation, Mirdi ar Peniti, Sant-Petersbourg
- An Tiegezh Santel (1630-1635), Galeria Palatina, Palez Pitti, Firenze
- Badeziant Jezuz
- Danse des amours, Pinacoteca di Brera, Milano
- Nevezamzer, Hañv', Diskar-amzer, Goañv, Gwener o kouronkañ (~1618), Galleria Borghese, Roma
- Diskuizh Gwener ha Vulkan (1621-1633), Mirdi al Louvre, Pariz
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- A. Bolognini Amorini, Vita del celebre pittore Francesco Albani, Bologna (1837)