Fortnite Battle Royale

Eus Wikipedia
Logo an heuliad c'hoarioù video Fortnite

Fortnite Battle Royale a zo ur c'hoari video bet embannet d'ar 26 a viz Gwengolo 2017 gant Epic Games. Pal Fortnite Battle Royale a zo bout an hini diwezhañ e buhez, pal ur battle royale. Pal Battle Royale a zo bout an hini diwezhañ, get n'eus forzh peseurt sort, lazhañ tud pe chom kuzhet. E penn-kentañ ar bartienn, an holl c'hoarierien a zo o c'hortoz e-barzh ur c'harr-boutin, ar c'hoarierien a c'hell monet e pep lec'h war an enezenn.

E-penn kentañ ar bartienn, an holl c'hoarierien a zo o c'hortoz e-barzh ur c'harr-boutin, ar c'hoarieren a c'hell monet e pep lec'h war an enezenn. Anv ar c'hêrioù penañ : Tilted Tower, Ritel Row, Salty Spring ha me oar me... Pa erruer war an enezenn, ar pal a zo tapout ar muiañ a armoù, ha traoù evit adreiñ buhez. Goude, ret eo kaout ar pezh a zo ezhomm evit en em gannañ. Gellout a reomp monet da argadiñ an enebour pe chom kuzhet. Er c'houlzad 2, Epic Games en deus lakaet e plas ar "battle pass" evit prenañ 950 Vbuck. Met n'eo ket ret evit c'hoari .Ar "battle pass" n'eo nemet kosmetik. E-pad ar c'houlzad 3, kroget en deus da gaout mein o kouezhañ eus an oabl. Un nebeud devezhioù war-lerc'h ez eus bet ar c'houlzad 4, Dusty Depot a zeu da vout Dusty Divot, toullet eo bet get ur maen divent. Gwelet e vez ur filmik o tiskouez ar pezh a zo tremenet. E pad ar c'houlzad 4, batimantoù nevez a zo er c'hoari; lec'hioù trei­ñ. E-keit an istor, Epic Games a laka sizhun ha sizhun daeoù sizhuniek. E fin miz maezheven, Epic Games a laka war holl skinweloù Fortnite ur c'hrono evit embannañ un darvoud dibradadur ur fuzeenn. Gwelet e vez ar fuzeenn o koll he c'heflusker, gwelet a vez ar fuzeenn o vonet kuit. Goude-se e vez a-daol trumm e klever "frailhoù" zo deut war-wel anvet goude get ar c'hoarier "frailhoù". Ar c'houlzad 5 en deus kroget d'an 12 a viz Gouere 2018 a ro plas d'un darvoud nevez, bez ez eus un dezerzh e plas Mosty Mires. Anarchy Acres a zo cheñchet get Lazy Links. E pad ar c'houlzad 5, ur gub a zo erruet. Ar gub zo bet e pep lec'h war an enezenn evit erruout e Loot Lake. Losk a ra plas an dour ur lec'h enep-pounerded. Ar c'houlzad 6 a grog d'an 27 a viz gwengolo 2018 ti a oa war Loot Lake a zo en oabl, a zo oc'h en em zilec'hiañ war an enezenn vras. Losk a ra plas zonennoù enep-ponnerded e lec'hioù disheñvel war ar gartenn. Evit gallout en em baereañ eus tennoù an enebourien ez eus mogerioù, toennoù pe skalieroù. E miz Du 2017, ar c'hoari en deus diblasaet 20 milion a c'hoarierien. E miz Genver, 40 milion a bellgargadenn Fortnite en deus ivez gounezet ar muiañ a c'hoarierien o c'hoari er memes koulz : 3,3 milion a c'hoarierien. Ar pezh a ra berzh Fortnite a zo an updaiting bep sizhun.