Fehu

Eus Wikipedia

Ar run (Fe)  (norseg ; hensaozneg feoh) a verk ar son f er Futhark skandinaviat hag er Futhorc (Futhark saoz). E anv a dalva 'pinvidigezh' ha kar eo d'ar ger saoznek fee a dalve-eñ 'dañvad' pe 'saout', 'chatal' eta (nederlandeg vee, alamaneg Vieh, latin pecū, sañskriteg pashu).

Ar run a zeu eus ar proto-germaneg *fehu er Futhark kozh, gant ar ster hañval: "argant, chatal, pinvidigezh".

Al lizherenn zo damheñvel ouzh 𐍆 f, el lizherenneg gotek, hag e oa anvet faihu.

Stumm ar run zo bet tennet eus al lizherenn etruskek v 𐌅 F, evel al lizherenn c'hresianek digamma (Ϝ) hag al latin F hag a zeu eus ar lizherenn fenisek waw w.

Barzhonegoù ar runoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An anv zo bet gwelet e-barzh tri barzhoneg diàr ar runoù:

Barzhonegoù ar runoù: Troidigezh e brezhoneg:

Norvegeg kozh
ᚠ Fé vældr frænda róge;
føðesk ulfr í skóge.


Pinvidigezh a ra tabutoù e-touesk an hil;
ar bleiz a vev er c'hoadoù.

Norseg (pe islandeg kozh)
ᚠ Fé er frænda róg
ok flæðar viti
ok grafseiðs gata
aurum fylkir.


Pinvidigezh a ra tabutoù e-touesk an hil
ha tan ar mor
ha hent an naer.

Hensaozneg
ᚠ Feoh byþ frofur fira gehƿylcum;
sceal ðeah manna gehƿylc miclun hyt dælan
gif he ƿile for drihtne domes hleotan.


Pinvidigezh a zo bourrapl evit an holl;
hogen bep hini a ranka he reiñ hep keuz,
ma fell dezho gounit enor dindan lagad Odin.