Fallout 76

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Fallout 76
Fallout 76 logo.jpg
Diorroer Bethesda Game Studios
Endro Lies-savenn

Windows
PlayStation 4
Xbox One

Yezhoù Lies-yezh
Doare C'hoario roll, c'hoari gwezh-avantur
Lec'hienn web https://fallout.bethesda.net/

Fallout 76 zo ur c'hoari video doare role-playing game sevenet gant Bethesda Game Studios hag embannet gant Bethesda Softworks. Embannet war ar savennoù Microsoft Windows, PlayStation 4, hag Xbox One d'ar 14 a viz Du 2018, ul lodenn eo d'an heuliad c'hoarioù video Fallout hag ur c'hoari en a-raok e-keñver ar re all. Fallout 76 eo ar c'hentañ video gant Bethesda Game Studios o vezañ liesc'hoarier. Ar c'hoarierien a ergerzh ur bed digor, unan peurzistrujet gant ur brezel nukleel. Bethesda en deus sevenet ar c'hoari o adimplij al lusker video Creation Engine, gant kemmoù bihan, evit reiñ an tu da c'hoari enlinenn gant ur bed spisoc'h evit re ar c'hoarioù all en heuliad.

Fallout 76 pa z'eo bet embannet a zo bet degemeret fall pe etre. Kalz kudennoù a oa gant ar c'hoari, an tresoù ne oant ket bet degemeret mat-tre, ne oa ket palioù a-walc'h da seveniñ hag ouzhpenn-se ne oa ket c'hoarier denel ebet nemet ar c'hoarierien gwirion.

Tabutoù lies a zo bet tro-dro d'ar c'hoari ur wech embannet. Ar stumm boest eus ar c'hoari, keroc'h, ha sañset bezañ labouret mat a oa en gwirionez unan marc'had-mat. Ouzhpenn-se respontoù Bethesda hag ar c'hlaskadennoù evit adtapout ar fazioù a zo degemeret fall. Gwerzhet eo bet memestra 1,4 milion kopienn eus ar c'hoari betek fin ar bloavezh 2018. Wastelanders, un ouzhpennadur, n'eus degaset tudennoù ouzhpenn er bed, lañset eo bet e miz Ebrel 2020.

Doare c'hoari[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Fallout 76 eo ar c'hentañ video gant Bethesda Game Studios o vezañ liesc'hoarier. Ar c'hoarierien a c'hell c'hoari o-unan penn pe mont gant ur skipailh foran a c'hoarierien all. Ar servijourien evit pep c'hoariadenn a zo reoù foran, ar c'hoarierien a zo lakaet en unan anezho dre zegouezh. Ar c'hoari a zo bet embannet gant servijourien foran nemetken met buan a-walc'h eo bet embannet gant Todd Howard penn-rener sevel ar c'hoari, e vefe ouzhpennet servijourien prevez. Ar servijourien prevez a ro an tu d'ar c'hoarierin da c'hoari en ur bed o-unan, da bediñ c'hoarierien all. Ar pal a zo reiñ an tu d'ar c'hoarierien da c'hoari en ur bed hep c'hoarier o klask lazhañ anezho, pe o vezañ drouk gante. Howard en doa displeget e oa bet dale gant ar servijourien-se rak ezhomm e oa bet amzer gant Bethesda evit ma vefe stabil ar servijourien foran.

Bruderezh e-kerzh ar Gamescom 2018 evit ar c'hoari video Fallout 76

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]