Emgann Iwo Jima
Emgann Iwo Jima | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Tamm eus Brezel ar Meurvor Habask (Eil Brezel-bed) | |||||||
Marines stanket war an aod dindan tennoù ar japaniz o tont eus ar Menez Suribachi er foñs. | |||||||
| |||||||
Emgannerien | |||||||
Stadoù-Unanet Amerika | Impalaeriezh Japan | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
Morlu ar Stadoù-Unanet: Chester W. Nimitz Raymond A. Spruance Marc Mitscher William H. P. Blandy U.S. Marine Corps: Holland M. Smith Harry Schmidt Graves B. Erskine Clifton B. Cates Keller E. Rockey | Arme-zouar Impalaeriezh Japan: Tadamichi Kuribayashi † Takeichi Nishi † Sadasue Senda † Morlu Impalaeriezh Japan: Rinosuke Ichimaru † | ||||||
Niver a emgannerien | |||||||
Unvezioù an aerlu:
|
| ||||||
Kolloù | |||||||
* 27071 den kollet
| * 17 845–18 375 den lazhet pe kollet[2]
|
Emgann Iwo Jima zo unan eus emgannoù brudetañ an Eil Brezel-bed war Talbenn ar Meurvor Habask, etre an 19 a viz C'hwevrer betek ar 26 a viz Meurzh 1945, e-pad an Eil Brezel-bed. Douarañ a reas ar Marines en Enez-Iwo Jima ha stourm a rejont krog-ha-krog gant Arme Impalaeriezh Japan evit he c'hemer. Aloubadeg arme ar Stadoù-Unanet, lesanvet Operation Detachment, a oa bet karget da gemer an enezenn gant he daou aerborzh evit adimplijout anezho a-benn bombezenniñ enezeier pennañ Bro-Japan.
Kreñvaet e oa linnennoù ar Japaned en un doare pounner, gant ur rouedad stank a vunkerioù, lec'hiadurioù kanolierezh kuzhet, ha 18 km garidennoù[12]. Harpet e oa ar bagadoù amerikan war an douar a-hed an emgannoù gant un niver bras a ganolioù ha derc'hel a raent an oabl a-drugarez d'o morlu ha da nijerien ar morlu[13]. E-pad ar pemp sizhunvezh emgann e voe lod eus stourmoù gwadekañ ha taerañ Talbenn ar Meurvor Habask.
Niver ar Japaned marv war an dachenn a oa teir gwezh brasoc'h evit niver an Amerikaned, met evit ar wech kentañ en holl emgannoù ar Meurvor Habask, e oa uheloc'h niver hollek an Amerikaned tizhet (marvet ha gloazet) evit hini ar Japaned[14]. Diwar an 21 000 soudard eus Bro-Japan en Iwo Jima e deroù an emgann, ne oa kemeret nemet 216 prizoniad, en o zouez lod hag a oa kemeret abalamour ma oant faganet pe gloazet en un doare grevus[15]. Lazhet e oa ar pep brasañ eus ar peurrest e-pad an emgannoù, met jedet eo bet e kendalc'has war-dro 3000 anezhe da stourm er rouedad kevioù e-pad meur a zevezh war-lerc'h a-raok mervel diwar o gloazioù pe kodianañ sizhunvezhioù diwezhatoc'h[16][17]. Daoust d'an emgannoù ha d'ar c'holloù bras diouzh an daou du, asur e oa trec'h an Amerikaned abaoe ar penn kentañ. Abalamour d'an niver brasoc'h a soudarded amerikan, d'o armoù a oa gwelloc'h ha d'o mestroni eus an oabl, ha dre ma ne oa ket Japaniz evit en em dennañ nag evit resev soudarded fresk, ha gant ar bihan e oa o fourvezioù boued ha dafar, ne oa ket Japaniz evit gounit an emgann-se[18].
Abalamour d'ar c'holloù ramzel e voe kavet abeg en emgann er Stadoù-Unanet Amerika. William V. Pratt, bet e penn an operasionoù war vor, a zisklêrias e oa diezhomm an enezenn d'an arme evel bazenn ha diezhomm d'ar flodad evel porzh[19]. Kenderc'hel a reas ar Japaned da vezañ berzet eus argadoù an Amerikaned a-drugarez da radar Enez-Rota, na voe ket aloubet biskoazh, ha ne voe ket graet hogozik gant an nijvaoù[20]. Ar skiant prenet a-drugarez d'an emgannoù a oa bet a-raok en enezennoù ar Meurvor Habask a c'halle lakaat unan da soñjal e vefe difennet mat Iwo Jima hag e vefe kolloù bras. Implijet e voe an enezenn memestra gant ijinourien an Navy, ar Seabee, a savas eno peadra da adpakañ kirri-nij an USAAF ar B-29 mac'hagnet. En holl, 2251 B-29 a zouaras en Iwo Jima e-pad ar brezel "Iwo To Japan"[21]. Ar skrivagner J. Robert Moskin a gont 1191 kefridi da ambrougañ kirri-nij all ha and 3081 argadenn a loc'has diouzh Iwo Jima e-pad ar brezel a-enep Bro-Japan[22]
Luc'hskeudenn Associated Press gant ar banniel amerikan savet e krec'h ar Menez Suribachi gant c'hwec'h Marines a zeuas da vezañ ur skeudenn vrudet eus an emgann hag eus ar striv brezel amerikan er Meurvor Habask[23].
Er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Stiradoù skinwel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Er ministirad The Pacific e vez ul lodenn hag a gont Emgann Iwo Jima.
Filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Flags of Our Fathers, gant Clint Eastwood, 2006, 131 munut
- Letters from Iwo Jima, gant Clint Eastwood, 2006, 140 munut
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Allen, Robert E. (2004). The First Battalion of the 28th Marines on Iwo Jima: A Day-by-Day History from Personal Accounts and Official Reports, with Complete Muster Rolls. Jefferson, North Carolina : McFarland & Company. ISBN 0-7864-0560-0.
- Antill, P. (6 April 2001). Operation Detachment: The Battle for Iwo Jima, February – March 1945.
- (2001) Flags of Our Fathers. New York : Bantam. ISBN 0-553-38029-X.
- Burrell, Robert S. (2004). "Breaking the Cycle of Iwo Jima Mythology: A Strategic Study of Operation Detachment". Journal of Military History 68 (4): 1143–1186. DOI:10.1353/jmh.2004.0175
- Burrell, Robert S. (2006). The Ghosts of Iwo Jima. College Station, Texas : Texas A&M University Press. ISBN 1-58544-483-9.
- Alvin D. Coox, L. Van Loan Naisawald, [url=https://web.archive.org/web/20190717223049/http://cdm16635.contentdm.oclc.org/cdm/ref/collection/p16635coll14/id/56035 "Survey of Allied Tank Casualties of World War II"], Technical Memorandum ORO-T-117, Johns Hopkins University Operations Research Office, Baltimor, 1954
- (1983) The Pacific: Matterhorn to Nagasaki, June 1944 to August 1945, New Imprint, The Army Air Forces in World War II, University of Chicago Press. ISBN 091279903X.
- James Lea Cate, James C. Olson, "Precision Bombardment Campaign". in Craven & Cate, 1983
- James Lea Cate, James C. Olson, "Iwo Jima". in Craven & Cate, 1983
- Crumley, B. L. (18 December 2012). The Marine Corps: Three Centuries of Glory. ISBN 9781908273963.
- (1971) "Part VI: Iwo Jima", Western Pacific Operations, History of U.S. Marine Corps Operations in World War II. Historical Branch, United States Marine Corps. ISBN 0-89839-198-9.
- [url=https://archive.org/details/25642GlamourGal Glamour Gal], Marine Corps Photographic Service, 1945
- Hammel, Eric (2006). Iwo Jima: Portrait of a Battle: United States Marines at War in the Pacific. St. Paul, Minnesota : Zenith Press. ISBN 978-0760325209. OCLC 69104268.
- Keegan, John (1990). The Second World War. New York : Viking Penguin. ISBN 9780670823598.
- (1990) "Chapter XV, The Flame Thrower in the Pacific: Marianas to Okinawa", The Chemical Warfare Service: Chemicals in Combat, U.S. Army in World War II: The Technical Services. Washington, D.C. : Center of Military History, United States Army. 558–583, 586 p. CMH Pub 10-3.
- King, Dan (2014). A Tomb Called Iwo Jima. Pacific Press. ISBN 978-1500343385.
- Leckie, Robert (1967). The Battle for Iwo Jima. New York : Random House. OCLC 56015751.
- Leckie, Robert (1988). Delivered from Evil: The Saga of World War II, First Perennial Library, New York : Harper & Row. 870 p. ISBN 0-06-091535-8.
- Lewis, Adrian R. (2007). The American Culture of War: The History of U.S. Military Force from World War II to Operation Iraqi Freedom, Ebook reprint, New York : Routledge. ISBN 9780203944523.
- Morison, Samuel Eliot (1960). Victory in the Pacific: 1945, History of United States Naval Operations in World War II. Boston, Massachusetts : Little, Brown, & Co..
- Moskin, J. Robert (1992). The U.S. Marine Corps Story, 3rd Revised, Little, Brown and Company. 373 p. ISBN 0-448-22688-X.
- Navy Department Library (25 September 2020). Battle for Iwo Jima, 1945. Naval History and Heritage Command.
- Navy Department Library (16 April 2020). Navajo Code Talkers: World War II Fact Sheet. Naval History and Heritage Command.
- (1982) Iwo Jima. New York : Bantam Books. ISBN 0-553-22622-3.
- Quinlan, O'Neill P. (February 1948). "New Tanks for Old!". U.S. Navy Civil Engineer Corps Bulletin. Vol. 2, no. 15. BuDocks, Deptarment of the Navy. pp. 51–53. Archived from the original on 10 April 2021. Retrieved 12 July 2021.
- (2019) Investigating Iwo: The Flag Raisings in Myth, Memory & Esprit de Corps. Marine Corps History Division. ISBN 978-1732003071. Patrom:PD-notice
- To the Shores of Iwo Jima, U.S. Government Office of War Information, 1945
- Toland, John (2003). The Rising Sun: The Decline and Fall of the Japanese Empire, 1936-1945. Random House. ISBN 978-0-8129-6858-3.
- U.S. Army Japan, HQ G3, Japanese Monograph No. 45, "History of Imperial General Headquarters, Army Section (Japanese Monograph No. 45), p. 257, U.S. Army Japan, Foreign Histories Division, diellaouet eno.
- U.S. Army, Far East Command, "Operations in the Central Pacific" (Japanese Monograph No. 48), Office of the Chief of Military History, Washington, D.C., diellaouet eno
- United States Fleet, Headquarters of the Commander in Chief, Amphibious Operations, Iwo Jima, 1945, Washington D.C.
- Unmacht, George F. (April 1948). "Flame Throwing Seabees". Proceedings. Vol. 74, no. 342. Annapolis, Maryland: United States Naval Institute. pp. 425–427. Archived from the original on 18 February 2020. Retrieved 22 August 2020.
- Wheeler, Keith (1979). The Road to Tokyo, World War II. Alexandria, Virginia : Time-Life Books. ISBN 0-8094-2540-8.
- Wright, Derrick (2004). Iwo Jima 1945: The Marines Raise the Flag On Mount Suribachi. Oxford : Osprey Publishing. ISBN 0-275-98273-4.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Morison, 1960, p. 68
- ↑ 2,0 2,1 2,2 ha2,3 Burrell, 2006, p. 83.
- ↑ Taki, "The History of Battles of Imperial Japanese Tanks" Diellaouet eno, 2016
- ↑ Crumley, 2012, p. 148 : "The total breaks down as follows: 361 artillery pieces of 75 mm caliber or larger, 12 spigot mortars (320 mm), 65 medium and light mortars, 33 naval guns, 94 anti-aircraft guns of 75 mm or larger, 200+ anti-aircraft guns of 20 mm or 25 mm, and 69 anti-tank guns of 37 mm or 47 mm caliber."
- ↑ Morison, 1960
- ↑ En o zouez 539 martolod a oa lazhet ha 492 gloazet e-pad tagadennoù eus Japaniz dre an aer ouzh al listri brezel.
- ↑ Kollet e oa ar pep brasañ eus an dud-se e-pad an abadennoù "naetaat" goude fin an emgannoù bras e miz Meurzh. 20 soudard eus ar 147vet a oa lazhet pe kollet ivez, koulz hag an 21 nijer eus an USAAF a oa lazhet e-pad an emgann. Hervez an danevell ofisiel embannet goude gant an US Army Garrison Force,a gemeras kontroll Iwo Jima digant ar Marines, ar 147vet rejimant troadegiezh, e-pad e abadennoù "naetaat" eus an 21 a viz Meurzh d'ar 26 a viz Gouere 1945 a lazhas 1602 Japanad hag a gemeras 867 prizoniad. Ne gonter ket amañ an niver bras a soudarded a varvas er c'hevioù ha na voent ket kavet biskoazh.
- ↑ Coox, Naisawald, 1954, Taolenn 1
- ↑ USN Overseas Aircraft Loss List February 1945. Aviation Archaeological Investigation & Research.
- ↑ USN Overseas Aircraft Loss List March 1945.
- ↑ Toland, 2003, p. 669 : "Kalz anezhe a varvfe diwar o gloazioù, kleñvedoù, a vefe lazhet en abadennoù naetaat, pe a godianfe diwezhatoc'h. Ar strollad soudarded japanat diwezhañ a godianas en Iwo Jima er greas e 1949."
- ↑ "... Difennerien Iwo a ziorroas [gwellaenn ar c'hevioù naturel] evel ur skiant. Abalamour d'ar pouezus ma oa lec'hiadurioù dindandouar e oa gouestlet 25 dre gant eus ar gwarnizon da gleuzañ garidennoù. Mont a rae ment ar lec'hiadurioù savet dindan douar eus kevioù bihan evit un nebeud soudarded da veur a gambr dindandouar gouest da zegemer 300 pe 400 den. Evit mirout ouzh ar soudarded d'en em gavout bac'het en unan eus ar c'hleuzadennoù-se e oa aozet toulloù niverus da vont ha da zont evit ar c'hambroù dindandouar, kouz ha skalieroù ha trepasoù etreze. ... Diribin norzh ar Menez Suribachi e-unan a oa ennañ meur a viliad metr garidennoù. Pa zouaras ar Marines en Iwo Jima, ouzhpenn 11 lev garidennoù a oa bet aozet." Garand, Strobridge, 1971, pp. 455–456
- ↑ "Carriers Hit Tokyo !", Universal Newsreel, 19 a viz Meurzh 1945, 2012. Diellaouet eno
- ↑ O'Brien, Cyril J.. Iwo Jima Retrospective.
- ↑ Burrell, 2006, p. 83
- ↑ Burrell, 2006, p. 83
- ↑ Toland, 2003, p. 669
- ↑ Lewis, 2007, p. 59
- ↑ Pratt, William V. (2 April 1945). "What Makes Iwo Jima Worth the Price", Newsweek, p. 36.
- ↑ Joint War Planning Committee 306/1, "Plan for the Seizure of Rota Island," 25 January 1945.
- ↑ Iwo To Japan. 506th Fighter Group.
- ↑ Moskin, 1992, p. 373
- ↑ Landsberg, Mitchell. "Fifty Years Later, Iwo Jima Photographer Fights His Own Battle".