The Pacific (ministirad)
The Pacific zo ur ministirad brezel ha drama stadunanat embannet e 2010 produet gant HBO, Playtone, ha DreamWorks. Skignet eo bet evit ar wech kentañ d'ar 14 a viz Meurzh 2010.
Ar stirad a zo heñvel ouzh ar ministirad embannet e 2001 hag anvet Band of Brothers. Heuliañ a reer soudarded eus an United States Marine Corps e-kerzh Brezel ar Meurvor Habask. Er Band of Brothers e oa heuliet soudarded an Easy Company eus ar 506vet rejimant troadegiezh harzlammer war dachenn Europa en Eil Brezel-bed. En The Pacific e vez heuliet ar brezel dre zaoulagad tri soudard Marines (Robert Leckie, Eugene Sledge, ha John Basilone) a oa bet e rejimantoù disheñvel (1añ, 5vet ha 7vet) eus ar 1st Marine Division.
The Pacific a oa bet bountet kreñv da vezañ savet gant Bruce C. McKenna (kenbroduer a-eil), unan eus skrivagnerien penn ar stirad Band of Brothers. Hugh Ambrose, mab ar skrivagner Stephen Ambrose en doa skrivet Band of Brothers, a oa bet kuzulier.
Ar ministirad The Pacific a daolenn obererezhioù brezel ar 1st Marine Division e-kerzh oberiadurioù-brezel ar Meurvor Habask, evel Emgann Guadalcanal, Emgann Cape Gloucester, Peleliu, hag Emgann Okinawa. Gwelet e vez ivez ul eus Emgann Iwo Jima dre lagad Basilone.
Diazezet eo bet an istor war levrioù eñvorennoù daou soudard US Marines: With the Old Breed: At Peleliu and Okinawa gant Eugene Sledge hag Helmet for My Pillow gant Robert Leckie. Implijet eo bet ivez al levrioù China Marine gant Sledge ha Red Blood, Black Sand, eñvorennoù Chuck Tatum, ur soudard Marine en doa stourmet gant Basilone en Iwo Jima.
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- The Pacific war IMDb
- The Pacific war HBO