Edward Lhuyd
Edward Lhuyd (a skriver ivez Llwyd a-wechoù bremañ) (1660 - 30 a viz Mezheven 1709) a zo bet un naturour, ul louzawour, ur yezhour, un douaroniour hag un henoniour kembreat.
Ganet e oa bet e Loppington, e Shropshire eus tudjentiled a orin eus Mervent Kembre. Goude e studioù eil derez er grammar school en Oswestry e teuas da vezañ studier e Jesus College e Oxford e 1682, met ne deas ket betek an aotreegezh. E 1684 ez eas da eiler mirour an Ashmolean Museum, Robert Plot. Anvet e voe da virour e 1690 hag e chomas en e bost betek e varv e 1709.
Beajiñ a reas evit ober labourioù skiantel a bep seurt. Sevel a reas ar Synopsis Methodica Stirpium Britannicorum, roll ar plant lec'hel pa yeas da Eryri e 1688. Goude 1697, Lhuyd a yeas da weladenniñ Bro-Gembre a-bezh ha pelloc'h ez eas da Vro-Skos, Iwerzhon, Kernev-Veur, ha Breizh.
Klask a reas keñveriañ ar yezhoù keltiek en ur sevel ur comparative vocabulary of Celtic languages. Studiet eo bet gant Léon Fleuriot roll an troiennoù en doa dastumet tro-war-dro Brest. Savet en deus ur reizhiad alfabetek arbennik evit ar sonioù dianav dezhañ. Gwelet en deus Fleuriot e oa tost ar brezhoneg deskrivet da hini Enez Eusa e-lec'h ma'z eus bet miret furmoù kozh. N'eus ket da grediñ ne oa bet nemet Eusaiz evit respont d'e c'houlennoù ; neuze e c'heller merzañ ar c'hemmoù a zo bet e Bro-Leon etre derou an XVIIvet kantved hag hiziv. Pa gave d'ar C'hallaoued e oa ur spier saoz e voe toullbac'het Lhuyd e kastell Brest. Eno e c'hellas kenderc'hel gant e enklask emichañs.
E 1699, gant harp ur yalc'had digant Isaac Newton, ec'h embannas Edward Lhuyd Lithophylacii Britannici Ichnographia, katalog ar fosiled kavet e lec'hioù zo e Bro-Saoz, peurliesañ en-dro da Oxford hag aet e-kerz an Ashmolean Museum. E 1707 ec'h embannas levrenn gentañ an Archaeologia Britannica : an Account of the Languages, Histories and Customs of Great Britain, from Travels through Wales, Cornwall, Bas-Bretagne, Ireland and Scotland. (Danevell war istorioù ha kustumoù Bro-Saoz savet diwar beajoù e Bro-Gembre, Kernev-Veur, Breizh-Izel, Iwerzhon ha Bro-Skos). Ur vammenn eus ar re bouezuzañ eo evit deskrivañ ar brezhoneg hag ar c'herneveg en amzer-hont.
P'en doa deskrivet dant ar saoropod Rutellum implicatum en devoa lakaet war wel an dinozaored en un doare skiantel evit ar wech kentañ.
Mervel a reas en Oxford e 1709.