Mont d’an endalc’had

Dubrovnik

Eus Wikipedia
Skeudennaoueg

Dubrovnik (distaget [ˈdǔbroːʋniːk] e kroateg ; Ragusa en italianeg) zo ur gêr eus arvor Kroatia, e kreisteiz Dalmatia. Poblet e oa gant 42 615 a annezidi e 2011. Unan eus kreizennoù pouezusañ an touristerezh war aodoù Kroatia eo. Graet e vez "perlezenn Mor Adria" anezhi. Emañ war roll Glad bedel an UNESCO abaoe 1979.

A-viskoazh eo bet diazezet pinvidigezh Dubrovnik war ar c'henwerzh war vor. Er Grennamzer e oa Republik Ragusa unan eus ar pemp republik a oa er Mor Kreizdouar (gant Amalfi, Pisa, Genova ha Venezia), ha kendamouez a oa e Mor Adria etre Republik Ragusa ha Republik Venezia. Gant he finvidigezh e teuas da vezañ ur gêr a bouez er XVvet hag er XVIvet kantved.

Kêrioù gevellet ganti

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.