Du Guesclin
Du Guesclin (Gwesklin e brezhoneg) zo ur film gall sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour gall Bernard de Latour e 1948. Danevelliñ a ra buhez ar brezelour breizhat Beltram Gwesklin
Fichenn deknikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Doare : Drama, Istorel
- Gourseller ar seveniñ : Pierre Billon
- Skoazellerien-sevener : Maurice Griffe, Édouard Molinaro ha Carlos Vilardebo
- Senario : Bernard de Latour ha Roger Vercel, azasaet diwar ar buhezskrid Du Guesclin (1932) gant Roger Vercel
- Divizoù : Roger Vercel
- Produour : Les Films du Verseau
- Rener ar skeudenniñ : Nicolas Toporkoff
- Ijinour ar son : Jean Bertrand
- Aozer ar sonerezh orin : Maurice Thiriet
- Kinklour : Jacques Krauss
- Dilhataerien : Olga Potrowsky ha Jean Zay
- Frammer : Maurice Serein, skoazellet gant Suzanne Cabron
- Kenurzhier an efedoù arbennik : Nicolas Wilcke
- Prantad filmañ : adalek ar 7 a viz Mezheven betek an 3 a viz Du 1948
- Lec'hioù filmañ : Dinan (Aodoù-an-Arvor), e kêr hag e-barzh ar c'hastell
- Deiziad dont er-maez : 3 a viz Mezheven 1949
- Padelezh : 100 munutenn
Synopsis
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-barzh penniliz Sant-Denez emañ ur soudard kozh o kontañ buhez an hini a voe e vestr koulz hag e vignon : Beltram Gwesklin. Argaset e oa bet Gwesklin gant e familh pa oa-eñ bugel. Ne viras ket outañ a vezañ ur marc'heg hep e bar, ar pezh a ziskouezas da-geñver ur stourmadenn e ti Janed, kontez Pentevr. Da gentañ-penn ec'h asantas Beltram Gwesklin stourm ouzh ar Saozon evit dugelezh Breizh. Dieubiñ a reas e vreur, bet paket gant dug Canterbury, ha distreiñ da di Janed Pentevr e-lec'h ma voe savet ur gouel d'e enoriñ : eno e kejas gant Tiphaine Raguenel, a zeuio da vezañ e wreg diwezhatoc'h. Ne baouezas ket brud Gwesklin da greskiñ ma voe lakaet e penn armeoù an Daofin Charlez V, aet da roue Bro-C'hall a-drugarez dezhañ. Atav o vrezeliñ pell diouzh e wreg, ne ouie ket Beltram Gwesklin e oa-hi klañv-fall. Koulskoude, a-raok tremen, gant skoazell ar roue e teuas-hi a-benn d'e zieubiñ diouzh a-dre daouarn ar Saozon o devoa lakaet harz warnañ ur wech ouzhpenn. Goude dek vloaz a vrezelioù du-mañ ha du-hont e varvas Beltram Gwesklin d'an oad a hanter-kant vloaz.
Roll ar gomedianed pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Fernand Gravey : Beltram Gwesklin
- Noël Roquevert : Jagu
- Gérard Oury : an Daofin Charlez V
- Junie Astor : Tiphaine Raguenel
- Ketti Gallian : Chann Malesmains
- Paul Amiot : Loeiz Iañ Naplez, dug Anjev
- Alfred Baillou : ar furlukin
- Léon Bary : Charlez Bleaz
- Gisèle Casadesus : Janed Pentevr
- Marcel Delaître : John Chandos
- Charlotte Écard : ar vagerez
- Louis de Funès : ar steredour
- Jacques Mercier : Beltram bugel
- Robert Moor : ar maj
- Suzanne Nivette : seurez Anna-Vari
- Paulette Noizeux : ul leanez
- François Richard : an harod
- Michel Salina : Dug Kergent
- René Stern : ar chapalan
- Howard Vernon : Yann Gent, dug Lancaster
- Roger Vincent : un aotrou