Mont d’an endalc’had

Tiphaine Raguenel

Eus Wikipedia
Tiphaine Raguenel
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Anv-bihanTiphaine Kemmañ
Anv-familhRaguenel Kemmañ
Deiziad ganedigezh1335 Kemmañ
Deiziad ar marv1373 Kemmañ
Lec'h douaridigezhBasilique Saint-Sauveur de Dinan Kemmañ
PriedBeltram Gwesklin Kemmañ
Michersteredour, châtelain Kemmañ

Tiphaine Raguenel (war-dro 1335 - 1373) a oa un itron eus Dinan, e Breizh, pried Beltram Gwesklin, hag un astrologourez eus ar XIVvet kantved.

Merc'h e oa da Robin III Raguenel, aotrou Châtel-Oger, haroz emgann an Tregont, ha da Janed Dinan, beskontez La Bellière. Dimeziñ a reas en 1363 da v-Beltram Gwesklin. Ur skouer a garantez kourtes e oa o dimeziñ hervez ar vojenn, hi plac'h kenenek, hag eñ gwaz divalav hag atav o redek da bell vro.

Brud he doa da vezañ ur vaouez desket. E 1359 he dije diouganet e vije bet trec'h Gwekslin war Thomas Canterbury.

He c'hlopenn a vije bet kavet en un ti e Dinan[1]. Hiziv an deiz e c'haller gweladenniñ e Menez Mikael ar Mor un ti e anv "ti Tiphaine Raguenel" ma vije bet o chom ennañ. Soñjal a reer edo o chom e ti ar gouarnour kentoc'h, rak e wreg e oa.

  1. http://www.ouest-france.fr/ofdernmin_-Le-crane-de-Tiphaine-Raguenel-retrouve-a-Dinan-plus-de-600-ans-apres-sa-mort_40771-2096007-pere-bre_filDMA.Htm Le crâne de Tiphaine Raguenel retrouvé à Dinan plus de 600 ans après sa mort, 13 a viz Gouere 2012, ouest-france.fr, Ouest France