Mont d’an endalc’had

Tiphaine

Eus Wikipedia

Tiphaine zo un anv-badez gallek roet d'ar merc'hed. Brezhonekaet eo bet, ma kaver bremañ Tifenn e brezhoneg.

Dre fazi e kred lod eo un anv brezhonek, abalamour da vrud Tiphaine Raguenel.
Un anv a orin gresianek eo, diazezet war an anv Teofania, ar gouel kristen anvet ivez Epifania, Gouel ar Rouaned e brezhoneg, lidet d'ar 6 a viz Genver.