Mont d’an endalc’had

Douar Santel

Eus Wikipedia

Douar Santel
termen, lec'hiadur douaroniel, holy place
StadIsrael, Stad Palestina Kemmañ
Lec'hSouthern Levant Kemmañ
Lec'hiadurReter-Kreiz Kemmañ
Daveennoù douaroniel31°46′42″N 35°13′47″E Kemmañ
Map

An Douar Santel (en hebraeg: ארץ הקודש, Éreẓ haQodeš peʾÉreṣ haqQāḏēš ; e latin: Terra Sancta ; en Arabeg: الأرض المقدسة, al-Arḍ ul-Muqaddasah) eo an anv relijiel a vez graet eus an tiriadoù e-lec'h ma vevas Jezuz Nazaret (Jezuz-Krist ar gristenien), ha ma voe brezelioù a relijion betek hon amzer.

An Douar Santel-se zo anezhañ douaroù rannet hiziv etre stadoù Israel, Palestina, Jordania (Betania ha reter ar ster Jordan), aodoù al Liban (gant Tir ha Sidon).

Er stadoù-mañ e kaver lec'hioù sakr evit ar gristenien, ar yuzevien hag ar vuzulmaned. Al lec'hioù pennañ a vez kavet e Jeruzalem : Iliz an Adsav, ar Golgota, Menez an Olived, Jetsemani, Sal ar Gambr-lid, Menez Sion, iliz santez Anna, ha Lenn Siloe. E Betlehem e kaver iliz ar C'hinivelezh ; e kêriadenn Ein Kerem iliz ar Weladenn ; hag e Nazaret iliz ar C'hemennadur.

Met e Galilea a-bezh e vez kavet lec'hioù e lec'h ma vez lidet buhez ha tremen ar C'hrist, evel e lenn Tiberiad pe er menez Tabor.

Santel eo abalamour ma'z eo eno emañ gwrizioù istorel an teir relijion undoueek, yuzeviezh, kristeniezh, islam. Brezelioù ar Groaz a voe graet war-zigarez "dieubiñ" an Douar Santel diouzh "yev an Islam".

Hiziv emañ an douaroù-se e-kreiz ar gorventenn gant an tabut etre Israel hag ar broioù arab amezek.

Istor an Douar-Santel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er gronologiezh-mañ e vo dalc'het kont eus kalz elfennoù relijiel a bouez bras evit kompren istor ar vro.

Hiziv an deiz, ar peoc'h emañ c'hoazh en arvar etre an div boblad.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]