Iliz santez Anna Jeruzalem

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
iliz santez Anna (Jeruzalem)

Iliz santez Anna zo un iliz katolik e kêr gozh Jeruzalem, e-kichenn poull Betesda ha Dor Sant-Stefan. Eno e vez graet eñvor eus ginivelezh ar Werc’hez Vari, rak hervez rag-aviel Jakez e veve Anna ha Joakim eno peogwir e oa ganet Mari e-kichenn an Templ.

War lec'h poulloù Betesda e savjont ar Groazidi ur manati gwazed ha, war ar vougevioù iliz santez Anna. Houmañ emañ un iliz romaneg hag eo perhennet gand Bro-C'hall. En nev, a-zehou, skalieroù a gas d'ur chapel-dindan-douar : hervez ar Groazidi e oa eno ti Anna ha Joakim[1].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]