Jetsemani

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Engravadur war ur mên e Jetsemani.

En Aviel, Jetsemani (e henc'hresianeg : ΓεΘσημανή, e hebraeg : גת שמנים, e aramaeg : גת שמנא, Gat Šmānê, « pressouer an eoul ») zo el lec'h ma pedas Jezuz-Krist gant e ziskibien, e-pad noz ar Yaou-Gamblit, araok bezañ paket krog ennañ gant ar gwarded.

En aviel hervez sant Yann, goude ar Goan ziwezhañ, « ez eas Jezuz, e ziskibien ouzh e heul, en tu all d'ar froud Sedron. Eno e oa ul liorzh hag ec'h antreas enni, Eñ hag e ziskibien. Judaz, an trubard a anaveze ivez al lec'h-se, rak meur a wech e oa bet Jezuz eno gant e ziskibien. Judaz, o vezañ kemeret gantañ ar gompagnunez soudarded ha gwarded roet dezhañ gant ar Veleien-Vras hag ar Farizianed, a zeuas di gant leternioù, torchadoù-gouloù hag armoù » (Yn 18, 1-3).

En deiz a hiziv, e kaver e Jetsemani "iliz ar Broadoù" ha "liorzh Olived" ar frañsiskaned. Emañ Jetsemani e traoñ Menez an Olived.

Liorzh Jetsemani e Jeruzalem