Don Carlos Spagn
- Diwar-benn Don Carlos Spagn (1545-1568) eo ar pennad-mañ. Arabat droukveskañ gant Carlos, Kont Molina (1788-1855).
Don Carlos Spagn, pe Carlos de Austria y Portugal e spagnoleg, ganet e 1545 e Valladolid, marvet e 1568 e Madrid, a oa ur priñs spagnol, mab d'ar roue Felipe II (1527-1598), ha priñs Asturiez .
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mab nemetañ Felipe II hag e bried kentañ Maria Manuela Portugal e oa. E vamm a varvas miz goude genel anezhañ. Klañvidik ha nammet e oa a gorf. Lorc'hus, feuls ha drouk e oa, ha dre ma kreske ne seblante ket yac'h e spered. Krediñ a reer e oa dleet kement-se d'ar genwadelezh etre an Tiegezh Habsburg ha tiegezhioù roueel Spagn ha Portugal.
E 1560 e voe anavezet evel priñs pennhêr Kurunenn Kastilha, hag e 1563 evel pennhêr Kurunenn Aragon.
Marc'heg e oa en Urzh ar Maoutken Aour. Perzh a gemere er c'huzul-stad ma veze kaoz eus politikerezh diavaez, ha kenskrivañ a rae gant Marc'harid Parma, rejantez an Izelvroioù[1].
Mervel a reas er vac'h da 23 bloaz.
Dimezioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skoulmet e oa an emglev etre Spagn ha Bro-C'hall, ha Carlos a oa da zimeziñ e1559 da Elesbed Bro-C'hall (1545-1568), merc'h da Herri II (Bro-C'hall); e dad avat, o welout pegen distabil e oa e spered, ha dre ma oa intañv adarre goude marv e eil pried, a zimezas ganti en e lec'h e 1560.
Teir maouez all a voe kinniget d'ar priñs neuze: Mari Stuart; Marc'harid Valois, merc'h yaouankañ Herri II; hag Anna Aostria, ur geniterv dezhañ, merc'h da impalaer Aostria.
E 1565 e oa da zimeziñ Anna Aostria (1549-1580), merc'h d'an Impalaer santel Masimilian II an Impalaeriezh Santel; e dad avat a enebas, ha dre ma oa intañv adarre, a zimezas d'ar briñsez adarre, en 1570.
E varv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En 1562 e tapas Carlos ul lamm er skalieroù, ma voe gloazet e benn. Saveteet e voe e vuhez gant un trepanadur a voe graet gant ar medisin Andreas Vesalius[2]. Goude an abadenn-se e teuas Carlos da vout gouez ha da gaout barrioù trumm.
Kasoni a vage ouzh Dug Alba, a voe lakaet e penn armeoù Felipe en Izelvroioù, ur garg a oa bet prometed da Garlos. En 1564 e lakaas Felipe II e nized, an arc'hduged Rodolf hag Ernst Aostria, da zont da Spagn, evit aozañ ganto penaos e oa da ren e Stadoù, diwar-goust e vab Carlos eta, a gave d'ar roue ne oa ket gouest da ren. Droug a savas e Carlos neuze, hag e 1567 e reas emglev gant emsavidi an Izelvroioù, o doa kemeret an armoù a-enep e dad, hag e prometas kemer penn o arme. Felipe II a hañvalas krediñ en doa Carlos iriennet a-enep dezhañ.
Bac'het
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Genver 1568 e lakaas ar roue Felipe herzel ha bac'hañ anezhañ. Kondaonet e voe gant lezvarn an Iliz.
Mervel a reas c'hwec'h miz goude e varvas en e vac'h e 1568[3] ; lod a lavar e oa dre ma chome hep debriñ, re all dre ma voe kontammet war urzh ar roue, evel ma lavaras gwilherm an Tavedeg en e Apology, ur flemmskrid embannet e 1581 a-enep roue Spagn[4] Istorourien zo a gav bremañ e varvas Don Carlos dre ma ne zebre ket er vac'h, ma treutaas, ha ma'z eas e yec'hed da fall, abalamour ma tebre re ha ma yune a bep eil.[5].
El lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a oberenn zo bet skrivet diwar-benn istor Don Carlos Spagn :
- E 1622, El príncipe don Carlos o Los celos en el caballo, pezh-c'hoari spagnolek gant Diego Jiménez de Enciso ;
- E 1635, er pezh spagnolek La vida es sueño gant Pedro Calderón de la Barca, ez eus kaoz eus ur roue hag a vac'h e vab ; met n'eus ket anv eus Don Carlos.
- E 1672, Dom Carlos, un danevell istorel gant Saint-Réal ;
- E 1676, Don Carlos, pezh-c'hoari gant Thomas Otway ;
- E 1787, Don Karlos, Infant von Spanien, pezh-c'hoari alamanek gant Friedrich von Schiller, ma'z eus anv eus Felipe o vac'hañ hag o lazhañ e vab ; er pezh e weler daou zen yaouank romantel, Carlos hag Isabel de Valois, pried Felipe II, o stourm evit o c'harantez a-enep ur roue kozh, kriz ha didruez, Felipe II, en Izelvroioù gwasket hag a zo difennet gant ar priñs yaouank kalonek Carlos, a stourm evit o frankiz.
- E 1867, Don Carlos, ur c'hoarigan gant Giuseppe Verdi, war ur skrid gant Joseph Méry, diwar pezh Schiller;
- oberennoù a bep seurt gant Jean-Galbert de Campistron, André Chénier, Vittorio Alfieri, Emile Verhaeren, etc.