Mont d’an endalc’had

Don (Breizh)

Eus Wikipedia
Ur pennad Don zo ivez.
Don

Ar stêr e Gwenvenez-Penfaou
Statud stêr
Hirder 92,08 km
Uhelder an eienenn 92 m
Kas keitat e Gwenvenez-Penfaou
3,77 m³/s
Gorread an diazad 620 km²
Bro(ioù) douret Maine-et-Loire Maine-et-Loire ha
Liger-Atlantel Liger-Atlantel
Diazad stêrioù
?
En em daol e Gwilen e
Merzhereg (Breizh)
Ledander er genoù Gwilen
Andon Saint-Michel-et-Chanveaux,
(Maine-et-Loire Maine-et-Loire)
Adstêrioù ?


Ar stêr Don zo ur stêr e gevred Breizh, e Bro-Naoned, adstêr d'ar Gwilun a-raok erruout e kêr Redon. 92,1 km zo dezhi.

Red ar stêr Don e gevred Breizh

Eieniñ a ra an Don en Anjev, e kumun Saint-Michel-et-Chanveaux e Maine-et-Loire ha redek trema Breizh, er c'hornôg.

Treuziñ a ra hanternoz Bro-Naoned, bourkioù Sant-Juluan-Gouwent, Arwerneg-Vihan hag eno e kember an Don-Bihan gantañ.

Alese e tremen dre Vaezon, ha bourkioù Izeg, Trefieg ha Hentieg, ma kej gantañ dour ar stêr Gonn.

Goude e tremen dindan an hent RN 137, mont betek Marzheg, Gwenvenez-Penfaou ha Merzhereg ma kej gant ar stêr Gwilun, war he lez kleiz, war harzoù an daou zepartamant Liger-Atlantel hag Il-ha-Gwilun.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]