Diùra

Eus Wikipedia
  • ██ Diùra
  • Diùra eo anv gouezelek un enezenn eus Bro-Skos (Jura e saozneg), unan eus an Inizi Gall, e kornôg ar vro. E rannvro Argyll ha Bute emañ hiziv.

    Etre Enez Ìle, er mervent dezhi, ha douar-bras Bro-Skos emañ. Kement hag Ìle eo ivez.

    Sgurr na Cìche (Paps of Jura e saozneg) a vez graet eus menezioù uhelañ an enez. Setu anv tri anezho :

    Gwelet e vezont a-bell, eus Maol Chinn Tìre (Mull of Kintyre) zoken, ha pa vez sklaer, eus Skye hag Iwerzhon.

    Graet e vez ur wiski anvet Jura en enez.

    Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]