Dilennadeg prezidant ar Republik c'hall e 2022
Dilennadeg prezidant ar Republik c'hall 2022 a vo e miz Ebrel 2022 evit dilenn prezidant ar Republik c'hall evit pemp bloaz dre ar votadeg unanv gant div dro.
Daouzekvet dilennadeg ar prezidant eo er Pempvet Republik c'hall. D'an 10 a viz Ebrel 2022 e oa an dro gentañ, hag aozet a vo an eil tro etre an daou zen erruet da gentañ d'ar 24 a viz Ebrel 2022. Goude an dilennadeg-se e vo aozet dilennadegoù ar gannaded e miz Even.
A-raok an dilennadeg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emmanuel Macron (LREM) eo ar prezidant kimiader, mont a ra war ar renk evit un eil leuriadur, hervez m’eo aotreet gant ar Vonreizh. Daouzek den zo war ar renk.
Tro gentañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]35 923 727 den o deus votet diwar 48 747 876 (26,31% a zo chomet hep votiñ)[1].
Anv | Strollad politikel | Luc’hskeudenn | Titouroù | Disoc’h[1] | ||
---|---|---|---|---|---|---|
mouezhioù | % enskrivet | % eztaolet | ||||
Emmanuel Macron | La République En Marche ! | Prezidant ar Republik c’hall abaoe 2017 | 9 784 985 | 20,07 | 27,85 | |
Marine Le Pen | Rassemblement National | Diazezerez ar Rassemblement national. Aet d’an eil tro e dilennadeg 2017. | 8 135 456 | 16,69 | 23,15 | |
Jean-Luc Mélenchon | La France insoumise | Diazezer La France insoumise. | 7 714 574 | 15,83 | 21,95 | |
Éric Zemmour | Reconquête | Diazezer Reconquête. | 2 485 757 | 5,10 | 7,07 | |
Valérie Pécresse | Ar Republikaned | Prezidantez rannvro Enez-Frañs | 1 679 359 | 3,44 | 4,78 | |
Yannick Jadot | Europa Ekologiezh Ar Re C'hlas | Dilezet en doa an dilennadeg e 2017 da skoazellañ Benoît Hamon | 1 628 249 | 3,34 | 4,63 | |
Jean Lassalle | Résistons | Diazezer Résistons | 1 101 643 | 2,26 | 3,13 | |
Fabien Roussel | Strollad Komunour Gall | Sekretour broadel ar Strollad Komunour Gall | 802 588 | 1,65 | 2,28 | |
Nicolas Dupont-Aignan | Debout la France | Diazezer Debout la France. Dibabet evel kentañ ministr gant Marine Le Pen e 2017 goude an dro gentañ. | 725 305 | 1,49 | 2,06 | |
Anne Hidalgo | Strollad sokialour | Maerez Pariz | 616 614 | 1,26 | 1,75 | |
Philippe Poutou | Strollad nevez enepkevalaour | Aet a oa 1,09% eus ar mouezhioù gantañ e 2017 | 268 965 | 0,55 | 0,77 | |
Nathalie Arthaud | Stourm Micherour | Mouezh aotreet Stourm Micherour | 197 141 | 0,40 | 0,56 |
Eil tro
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Addilennet a voe Emmanuel Macron (58,54% eus ar mouezhioù eztaolet) a-enep Marine Le Pen (41,46% eus ar mouezhioù eztaolet)[1]. 28,01% eus an dud a zo chomet hep votiñ.
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 1,1 ha1,2 (fr) Élection présidentielle 2022. Ministrerezh an Diabarzh (Ebrel 2022).