Kenderv : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 16: Linenn 16:


==Pep den zo kenderv==
==Pep den zo kenderv==
Ur c'hiz zo e [[brezhoneg Gwened]], d'ober ''kenderv'' eus pep paotr. Kement-se a weler el levr [[Yann ar Baluc'henn]].
Ur c'hiz zo e [[brezhoneg Gwened]], d'ober ''kenderv'' eus pep paotr. Kement-se a weler el levr [[Yann ar Baluc'henn]], gant [[Job Jaffre]].


==Kendirvi brudet==
==Kendirvi brudet==

Stumm eus an 18 Her 2010 da 10:54

Kenderv un den eo mab e eontr (pe yontr) hag e voereb, eus e savpoent. Eus savpoent e dad pe e vamm e vo graet niz pe nizez eus ar memes den.

Stummoù all ar ger

Kendirvi eo ar furm lies; keniterv (kenitervez e doare Treger) ar furm wregel.

Kendirvi

Meur a seurt kendirvi zo, hervez an derez a gerentiezh, pe a genderviezh:

  • Komzet e vez eus kendirvi-gompez, pe kendervi gentañ pa gomzer eus kerentiezh etre bugale daou zen, breudeur pe c'hoarezed, hag o deus ar memes tad-kozh ha mamm-gozh.
  • Eil kendirvi eo bugale-vihan ar eontred pe moerebed
  • Kendirvi bell eo ar gerent a zo bugale da gendirvi.

Pobloù

Pa gomzer eus pobloù e lavarer a-wechoù int breudeur, pe gendirvi. A-wechoù e lavarer diwar-benn Iwerzhoniz int kendirvi d'ar Vretoned, evel ma lavarer diwar-benn Kembreiz ez int breudeur.

Pep den zo kenderv

Ur c'hiz zo e brezhoneg Gwened, d'ober kenderv eus pep paotr. Kement-se a weler el levr Yann ar Baluc'henn, gant Job Jaffre.

Kendirvi brudet

Krennlavar

  • Kenderv-kompez pa bresti, Mab ar c’hast pa c’houlenni.


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Kenderv er
wikeriadur, ar geriadur frank.