Taol-mouezh : diforc'h etre ar stummoù
D Robot ouzhpennet: la:Accentus |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 10: | Linenn 10: | ||
<small>(Gwelit ivez ar penand pennañ: "[[mentadur (yezhoniezh)|Mentadur]]")</small> |
<small>(Gwelit ivez ar penand pennañ: "[[mentadur (yezhoniezh)|Mentadur]]")</small> |
||
Er yezhoù [[mentadur hervez an taol-mouezh|mentadet hervez an taol-maouez]] e vez |
Er yezhoù [[mentadur hervez an taol-mouezh|mentadet hervez an taol-maouez]] e vez merket lusk ar frazenn hervez an doare ma vez ingalet an amzer o tremen a daol-mouezh da daol-mouezh dre lakaat da dremen an hevelep amzer dre vras etre pep taol-mouezh ha [[Troc'hadur (yezhoniezh)|didroc'het]], [[sinkopenn|diverret]] ha zoken da [[Apokoptenn|skarzhet]] penn-da-benn e vez ar [[vogalenn|vogalennoù]] gwan, da lavarout eo vogalennoù hep taol-mouezh pennañ warne, evit gallout derc'hel gant al lusk-se pa vez komzet buan pe vuanoc'h. |
||
E [[yezh|yezhoù]] all, avat, [[Mentadur hervez ar silabennoù|mentadet hervez ar silabennoù]] pe [[Mentadur hervez ar moraoù|hervez ar moraoù]] e vez merket lusk ar frazenn dre ingalañ an amzer o tremen a [[silabenn]] da silabenn hep derc'hel kont eus lec'h an taol-mouezh ha distaget e vezont |
E [[yezh|yezhoù]] all, avat, [[Mentadur hervez ar silabennoù|mentadet hervez ar silabennoù]] pe [[Mentadur hervez ar moraoù|hervez ar moraoù]] e vez merket lusk ar frazenn dre ingalañ an amzer o tremen a [[silabenn]] da silabenn hep derc'hel kont eus lec'h an taol-mouezh ha distaget e vezont en hevelep doare neuze ar vogalennoù er silabennoù kreñv (warne an taol-mouezh) evit er silabennoù gwan. |
||
== Taol-mouezh difiñv == |
== Taol-mouezh difiñv == |
||
Difiñv pe stabil eo an taol-mouezh e yezhoù 'zo, da |
Difiñv pe stabil eo an taol-mouezh e yezhoù 'zo, da lavarout eo e vez taolmouezhiet an hevelep silabenn atav, evel da skouer: |
||
: Kentañ silabenn ur ger, d.s. [[finneg]], [[hungareg]] ha [[tchekeg]] |
: Kentañ silabenn ur ger, d.s. [[finneg]], [[hungareg]] ha [[tchekeg]] |
||
Linenn 24: | Linenn 24: | ||
E [[brezhoneg]] e vez taolmouezhiet an eil silabenn diwezhañ peurliesañ, estreget en un nebeut degouezhioù resis o tennañ da [[ger kevrennek|c'herioù kevrennek]], da skouer "dilun" (< "deiz + lun"), "petra" (< "pe + tra") ha da stummoù diverret, da skouer "amann" diwar "amanenn". |
E [[brezhoneg]] e vez taolmouezhiet an eil silabenn diwezhañ peurliesañ, estreget en un nebeut degouezhioù resis o tennañ da [[ger kevrennek|c'herioù kevrennek]], da skouer "dilun" (< "deiz + lun"), "petra" (< "pe + tra") ha da stummoù diverret, da skouer "amann" diwar "amanenn". |
||
E yezhoù all, al [[latin]] en o zouez, e vez taolmouezhiet silabennoù disheñvel en un doare rakwelus ha reizh hervez |
E yezhoù all, al [[latin]] en o zouez, e vez taolmouezhiet silabennoù disheñvel en un doare rakwelus ha reizh hervez struktur resis an eil silabenn ziwezhañ. |
||
Reolennoù taol-mouezh reizh ez eus gant yezhoù a seurt-se. |
Reolennoù taol-mouezh reizh ez eus gant yezhoù a seurt-se. |
||
A-wezhoù e vez |
A-wezhoù e vez lavaret e kouezh an taol-mouezh e [[galleg]] war an eil silabenn, met e gwirionez n'eus taol-mouezh ebet e galleg liammet ouzh struktur silabennek ar [[ger|gerioù]]. En e lec'h e kaver un [[hedaderezh]] ma vez pouezet war silabenn ziwezhañ pe eil silabenn ziwezhañ ur chadennad gerioù (e gwirionez ur [[rannfrazenn]]). |
||
Diouzh an tu al, avat, ez eus meur a yezh all, ar [[saozneg]], an [[italianeg]] hag ar [[spagnoleg]] en o zouez, |
Diouzh an tu al, avat, ez eus meur a yezh all, ar [[saozneg]], an [[italianeg]] hag ar [[spagnoleg]] en o zouez, ma'z eo amreizh lec'h an taol-mouezh ha daoust ha ma c'hell bezañ taolmouezhiet ur silabenn resis dre vras evel da skouer e [[spagnoleg]] e kaver meur a c'her all taolmouezhiet war ur silabenn all hep reolenn sklaer ebet. Dre ma n'eus reolenn reizh ebet evit gouzout e pelec'h emañ taol-mouezh pep ger resis e rank bezañ desket dre eñvor a c'her da c'her. E yezhoù a seurt-se e c'hell talvezout an taol-mouezh evit diforc'hañ etre gerioù [[heñvelson]] a-hendall, da skouer e [[galizeg]]: |
||
: Taol-mouezh war an eil silabenn |
: Taol-mouezh war an eil silabenn ziwezhañ, d.s ''agora'' ("bremañ") |
||
: Taol-mouezh war ar silabenn gentañ, d.s. ''ágora'' ("[[agora]]") |
: Taol-mouezh war ar silabenn gentañ, d.s. ''ágora'' ("[[agora]]") |
||
E [[saozneg]] e c'hell talvezout lec'h an taol-mouezh war |
E [[saozneg]] e c'hell talvezout lec'h an taol-mouezh war c'herioù heñvelson a-hendall evit lakaat an diforc'h etre [[:Rummad:Rummad yezhadur|rummadoù yezhadur]] disheñvel, da skouer : |
||
: [[Verb]]: ''prodúce'' ("produiñ") |
: [[Verb]]: ''prodúce'' ("produiñ") |
||
: [[Anv-kadarn]]: ''produce'' ("produ") |
: [[Anv-kadarn]]: ''produce'' ("produ") |
||
Kavet e vez degouezhioù damheñvel ivez ma talvez lec'h an taol-mouezh da |
Kavet e vez degouezhioù damheñvel ivez ma talvez lec'h an taol-mouezh da ziforc'hañ etre stummoù [[yezhadur]]el disheñvel e [[ruseg]] hag en [[alamaneg]]. |
||
== Efedoù an taol-mouezh a-hed istor ur yezh == |
== Efedoù an taol-mouezh a-hed istor ur yezh == |
||
Alies a-walc'h e kemm ar silabennoù |
Alies a-walc'h e kemm ar silabennoù taolmouezhiet en un doare disheñvel diouzh ar silabennoù all keit ha m'emañ ur yezh war ziorren a-hed an amzer. Er [[yezhoù romanek]], da skouer, e silabennoù taol-mouezhiet eo deuet [[hirder vogalennek|vogalennoù berr]] al [[latin]] a orin /e/ hag /o/ da vezañ [[diftongenn|diftongennoù]]. Diwar ar c'hemm-se e savas un doare [[apofoniezh]] e displegadur verboù 'zo e meur a yezh romanek a-vremañ, da skouer e [[spagnoleg]] ''volver'' ("distreiñ") > ''v'''o'''lví'' ("distrois") met ''v'''ue'''lvo'' ("distroan"). |
||
== Notadur == |
== Notadur == |
||
Implijet e vez alies an [[tired lemm]] ha/pe nebeutoc'h an [[tired boud]] evit merkañ lec'h an taol-mouezh e meur a [[yezh]] hervez bep o reolennoù reizhskrivañ, evel da skouer e [[spagnoleg]] pe er [[geriadur|geriadurioù]]], da skouer en [[izelvroeg]], d.s. ''achterúítgang'' ("gwashadur") kv. ''áchteruitgang'' ("mont er- |
Implijet e vez alies an [[tired lemm]] ha/pe nebeutoc'h an [[tired boud]] evit merkañ lec'h an taol-mouezh e meur a [[yezh]] hervez bep o reolennoù reizhskrivañ, evel da skouer e [[spagnoleg]] pe er [[geriadur|geriadurioù]]], da skouer en [[izelvroeg]], d.s. ''achterúítgang'' ("gwashadur") kv. ''áchteruitgang'' ("mont er-maez dre a-dreñv) skrivet o daou ''achteruítgang'' dre voaz hepmuiken a-hendall, hag e [[ruseg]], da skouer вимовля́ння, skrivet вимовляння hepmuiken dre voaz a-hendall. |
||
Hervez reolennoù treuzskrivañ al [[LFE|lizherenneg fonetikel etrebroadel]] avat e vez implijet [[sinoù diakritek]] arbennik skrivañ dirak ar silabennoù taolmouezhiet: [ˈ] evit merkañ an taol-mouezh pennañ ha [ˌ] evit merkañ an taol-mouezh a eil renk, d.s. /sɪˌlæbəfɪˈkeɪʃən/ (saozneg, ''syllabification": silabennadur") |
Hervez reolennoù treuzskrivañ al [[LFE|lizherenneg fonetikel etrebroadel]] avat e vez implijet [[sinoù diakritek]] arbennik skrivañ dirak ar silabennoù taolmouezhiet: [ˈ] evit merkañ an taol-mouezh pennañ ha [ˌ] evit merkañ an taol-mouezh a eil renk, d.s. /sɪˌlæbəfɪˈkeɪʃən/ (saozneg, ''syllabification": silabennadur") |
Stumm eus an 27 Gou 2010 da 00:27
Er yezhoniezh e vez implijet an termen taol-mouezh (saoz.: stress) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ar fed ma vez pouezet muioc'h war ur silabenn resis e diabarzh ur ger evit war ar re all.
Kemmañ a ra an doare resis da bouezañ war ur silabenn a yezh da yezh ha gallout a ra an tol-mouezh bezañ merket gant an unhelder, uheloc'h pe izeloc'h e live evit hini ar silabennoù all, ha/pe ar c'hreñver, an hirder vogalennek, hag all.
An taol-mouezh a c'hell bezañ pounner pa vez diforc'het kreñv ur silabenn diouzh ar re all pe c'hoazh gwan a-walc'h pa vez dister an diforc'h etre ar silabennoù taolmouehziet pe get.
Kemmañ a c'hell lec'h an taol-mouezh a rannyezh da rannyezh ivez, da skouer etre saozneg unvan Breizh-Veur ha saozneg unvan Stadoù-Unanet pe etre brezhoneg Bro-Wened ha brezhoneg Bro-Leon.
Mentadur ha lec'h an taol-mouezh
(Gwelit ivez ar penand pennañ: "Mentadur")
Er yezhoù mentadet hervez an taol-maouez e vez merket lusk ar frazenn hervez an doare ma vez ingalet an amzer o tremen a daol-mouezh da daol-mouezh dre lakaat da dremen an hevelep amzer dre vras etre pep taol-mouezh ha didroc'het, diverret ha zoken da skarzhet penn-da-benn e vez ar vogalennoù gwan, da lavarout eo vogalennoù hep taol-mouezh pennañ warne, evit gallout derc'hel gant al lusk-se pa vez komzet buan pe vuanoc'h.
E yezhoù all, avat, mentadet hervez ar silabennoù pe hervez ar moraoù e vez merket lusk ar frazenn dre ingalañ an amzer o tremen a silabenn da silabenn hep derc'hel kont eus lec'h an taol-mouezh ha distaget e vezont en hevelep doare neuze ar vogalennoù er silabennoù kreñv (warne an taol-mouezh) evit er silabennoù gwan.
Taol-mouezh difiñv
Difiñv pe stabil eo an taol-mouezh e yezhoù 'zo, da lavarout eo e vez taolmouezhiet an hevelep silabenn atav, evel da skouer:
- Kentañ silabenn ur ger, d.s. finneg, hungareg ha tchekeg
- Eil silabenn diwezhañ, d.s. ketchwaeg ha poloneg
- Trede silabenn diwezhañ, d.s. makedonieg
E brezhoneg e vez taolmouezhiet an eil silabenn diwezhañ peurliesañ, estreget en un nebeut degouezhioù resis o tennañ da c'herioù kevrennek, da skouer "dilun" (< "deiz + lun"), "petra" (< "pe + tra") ha da stummoù diverret, da skouer "amann" diwar "amanenn".
E yezhoù all, al latin en o zouez, e vez taolmouezhiet silabennoù disheñvel en un doare rakwelus ha reizh hervez struktur resis an eil silabenn ziwezhañ.
Reolennoù taol-mouezh reizh ez eus gant yezhoù a seurt-se.
A-wezhoù e vez lavaret e kouezh an taol-mouezh e galleg war an eil silabenn, met e gwirionez n'eus taol-mouezh ebet e galleg liammet ouzh struktur silabennek ar gerioù. En e lec'h e kaver un hedaderezh ma vez pouezet war silabenn ziwezhañ pe eil silabenn ziwezhañ ur chadennad gerioù (e gwirionez ur rannfrazenn).
Diouzh an tu al, avat, ez eus meur a yezh all, ar saozneg, an italianeg hag ar spagnoleg en o zouez, ma'z eo amreizh lec'h an taol-mouezh ha daoust ha ma c'hell bezañ taolmouezhiet ur silabenn resis dre vras evel da skouer e spagnoleg e kaver meur a c'her all taolmouezhiet war ur silabenn all hep reolenn sklaer ebet. Dre ma n'eus reolenn reizh ebet evit gouzout e pelec'h emañ taol-mouezh pep ger resis e rank bezañ desket dre eñvor a c'her da c'her. E yezhoù a seurt-se e c'hell talvezout an taol-mouezh evit diforc'hañ etre gerioù heñvelson a-hendall, da skouer e galizeg:
- Taol-mouezh war an eil silabenn ziwezhañ, d.s agora ("bremañ")
- Taol-mouezh war ar silabenn gentañ, d.s. ágora ("agora")
E saozneg e c'hell talvezout lec'h an taol-mouezh war c'herioù heñvelson a-hendall evit lakaat an diforc'h etre rummadoù yezhadur disheñvel, da skouer :
- Verb: prodúce ("produiñ")
- Anv-kadarn: produce ("produ")
Kavet e vez degouezhioù damheñvel ivez ma talvez lec'h an taol-mouezh da ziforc'hañ etre stummoù yezhadurel disheñvel e ruseg hag en alamaneg.
Efedoù an taol-mouezh a-hed istor ur yezh
Alies a-walc'h e kemm ar silabennoù taolmouezhiet en un doare disheñvel diouzh ar silabennoù all keit ha m'emañ ur yezh war ziorren a-hed an amzer. Er yezhoù romanek, da skouer, e silabennoù taol-mouezhiet eo deuet vogalennoù berr al latin a orin /e/ hag /o/ da vezañ diftongennoù. Diwar ar c'hemm-se e savas un doare apofoniezh e displegadur verboù 'zo e meur a yezh romanek a-vremañ, da skouer e spagnoleg volver ("distreiñ") > volví ("distrois") met vuelvo ("distroan").
Notadur
Implijet e vez alies an tired lemm ha/pe nebeutoc'h an tired boud evit merkañ lec'h an taol-mouezh e meur a yezh hervez bep o reolennoù reizhskrivañ, evel da skouer e spagnoleg pe er geriadurioù], da skouer en izelvroeg, d.s. achterúítgang ("gwashadur") kv. áchteruitgang ("mont er-maez dre a-dreñv) skrivet o daou achteruítgang dre voaz hepmuiken a-hendall, hag e ruseg, da skouer вимовля́ння, skrivet вимовляння hepmuiken dre voaz a-hendall.
Hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel avat e vez implijet sinoù diakritek arbennik skrivañ dirak ar silabennoù taolmouezhiet: [ˈ] evit merkañ an taol-mouezh pennañ ha [ˌ] evit merkañ an taol-mouezh a eil renk, d.s. /sɪˌlæbəfɪˈkeɪʃən/ (saozneg, syllabification": silabennadur")
Gwelit ivez
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |