Mentadur hervez an taol-mouezh
Er yezhoniezh e vez implijet an termen mentadur hervez an taol-mouezh (saoz.: stress-timed) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus unan eus an daou doare mentadur pennañ ma vez merket lusk ar frazenn hervez an doare ma vez ingalet an amer o tremen a daol-mouezh da daol-mouezh.
Er yezhoù gante ur mentadur hervez an taol-mouezh e c'hell pep silabenn bezañ berroc'h pe hiroc'h evit ur silabenn all, da lâret ec'h eo dizingal padelezh pep silabenn, en ur derc'hel termen an hevelep amzer dre vras etre pep taol-mouezh, da lâret eo ez eo ingal an amzer a daol-mouezh da daol-mouezh.
Pa vezont komzet buan pe vuanoc'h e vez techet ar yezhoù mentadet hervez an taol-mouezh da didroc'hañ, da diverrañ ha zoken da skarzhañ penn-da-benn vogalennoù gwan, da lâret eo vogalennoù hep taol-mouezh pennañ warne, hep kemmañ lusk hollek ar frazenn.
Dre vras e vez mentadet hervez an taol-mouezh ar yezhoù germanek en o zouez ar saozneg hag an alamaneg daoust ha m'eo mentadet hervez ar silabennoù yezhoù germanek all evel an islandeg. Peurliesañ e vez mentadet hervez an taol-mouezh ivez an darn vrasañ eus ar yezhoù slavek, en o zouez ar ruseg.
Gwelit ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |